Apokoptenn
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen apokoptenn pe apokopenn (diwar an henc'hresianeg : apo- "diwar, digant" + koptein "troc'hañ") pe losttroc'h[1] (saoz. apocope) evit komz eus un doare metaplasmenn ma vez argaset ur sonenn pe meur a sonenn diwar dibenn ur ger, dreist-holl ur vogalenn wan, da lâret eo hep taol-mouezh warni.
Degouezhout a ra apokoptenn a-hed an amzer tra ma'c'h a ur yezh oc'h en em diorren, da skouer :
- Apokoptenn vogalenneg
E yezhoù zo e c'hell talvezout an apokoptenn da reolenn yezhadurel, da skouer e spagnoleg :
- Apokoptenn yezhadurel
- gran[de] ("bras") > gran dirak un anv
Implijet e c'hell bezañ a-wezhoù ivez evit sevel barzhoniezh, da skouer en alamaneg :
- ich gebe > ich geb' ("reiñ a ran")
Kavet e vez stank an apokoptenn evel unan eus perzhioù ar yezhoù dre gomz ivez, dreist-holl pa gomzer etre mignoned/ezed, da skouer :
- brezhoneg : trugarez > trug
- saozneg : photography > photo ("luc'hskeudenn")
- galleg : réactionnaire > réac ("kilour")
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lavar 09 p. 94