Mont d’an endalc’had

Koazhadur (yezhoniezh)

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen koazhadur (saoz : elision) evit komz eus un doare metaplasmenn ma vez argaset ur sonenn pe zoken ur silabenn a-bezh diwar dibenn ur ger, peurliesañ evit ma vije aesoc'h da zistagañ pe c'hoazh evit abegoù o tennañ d'an eufoniezh.

Peurliesañ e c'hoarvez dre zegouezh dre gomz pa gaozer buan pe buanoc'h hag hep teurel re a bled ouzh al live yezh, met e degouezhioù all e c'hell bezañ implijet a-ratozh-kaer ha dre skrid zoken, dreist-holl evit an eufoniezh, da lâret eo efedoù hesonoc'h, pa saver barzhoniezh, da skouer e latin (tennet diwar Catullus 3) :

Skrivet :
"Lugete, O Veneres Cupidinesque"
Da vezañ lennet :
"Lugeto Veneres Cupidinesque".


Bez' e c'hell dont da vezañ degemeret furm koazhet ur ger er yezh unvan ma vez implijet alies a-walc'h hag gant meur a hini a-hed ar wezh, da skouer e saozneg :

can't degemeret ouzhpenn cannot ("n'hall ket")


Disheñvel eo ar c'hoazhadur diouzh ar sinkopenn dre ma vez graet sinkopenn eus ar fed ma vez argaset sonennoù e-diabarzh ur ger keit ha ma reer koazhadur eus ar fed ma vez argaset ur sonenn diouzh dibenn ur ger. Pa vez argaset ur son diouzh penn-kentañ ur ger e reer apoherezenn eus an degouezh-se, da skouer :

Koazhadur
japaneg roku, shichi, hachi distaget rok', shich', hach' ("c'hwec'h, seizh, eizh")
Sinkopenn
latin tab[u]laspagnoleg tabla ("plankenn")
Apoherezenn
alamaneg : [St]rand finneg : ranta ("aod")


Bez' e c'hell bezañ merket dre skrid, peurliesañ gant un skrab ('), pe get, ne vern hag-eñ e vez koazhet ur sonenn dre gomz dre ret evel e brezhoneg pob[l], da skouer:

Merket dre skrid
gresianeg : και εγώκἀγώ ("ha me")
Nann-merket dre skrid
brezhoneg : paotr distaget paot'
saozneg : fifth distaget [fɪθ] ("pempvet")


E yezhoù all ez eus reolennoù yezhadurel sklaer o tennañ d'ar c'hoazhadur, da skouer e tamileg :

Anv rummad Fonem
Kutriyalukaram u
Kutriyalikaram i
Aiykaarakkurukkam ai
Oukaarakkurukkam au
Aaythakkurukkam lizherenn arbennik akh
Makarakkurukkam m


Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]