Taol-mouezh a eil renk

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen taol-mouezh a eil renk (saoz.: secondary stress) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma c'hell bezañ e yezhoù 'zo un eil taol-mouezh gwanoc'h evit an taol-mouezh pennañ, dreist-holl pa vez hir ur ger, da skouer e saozneg e vez diforc'het etre an taol-mouezh pennañ (merket amañ gant un tired lemm) hag an taol-mouezh a eil renk (merket amañ gant un tired boud), da skouer còunterintélligence.

Degouezhout a ra alies gant gerioù kevrennek evel hemañ, gant pep ger diazez un taol-mouezh a orin, ha pouezet e vez muioc'h war ar penn semantikel. Dont a ra neuze taol-mouezh an elfenn bennek da vezañ an taol-mouezh pennañ keit ha ma teu da vezañ an taol-mouezh lec'hiet war ar spisaer da vezañ an taol-mouezh a eil renk.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel avat e vez implijet sinoù diakritek arbennik skrivañ dirak ar silabennoù taolmouezhiet: [ˈ] evit merkañ an taol-mouezh pennañ ha [ˌ] evit merkañ an taol-mouezh a eil renk, d.s. [ˌkaʊntɚ.ɪnˈtɛlɪdʒəns]

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.