Alfonso Iañ d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 42: Linenn 42:

<nowiki>{{Tierniezh|en e raok= |war e lerc'h= |anv=}}</nowiki>
<nowiki>{{Tierniezh|en e raok= |war e lerc'h= |anv= Duged Ferrara}}</nowiki>
</noinclude>{| align="center" cellpadding="2" width=60% border="0" style="border: 1px solid #999"
</noinclude>{| align="center" cellpadding="2" width=60% border="0" style="border: 1px solid #999"

| width="25%" align="center" bgcolor=#FFBF00| En e raok
'''[[{{{Ercole Iañ d'Este}}}]]'''
| width="25%" align="center" bgcolor=#FFBF00| En e raok
'''[[Ercole Iañ d'Este]]'''
| width="50%" align="center" bgcolor=#FBEC5D| {{{Alfonso Iañ d'Este}}}
| width="50%" align="center" bgcolor=#FBEC5D| Alfonso Iañ d'Este
| width="25%" align="center" bgcolor=#FFBF00| War e lerc'h
'''[[{{{Ercole II d'Este}}}]]'''
| width="25%" align="center" bgcolor=#FFBF00| War e lerc'h
'''[[Ercole II d'Este]]'''
|}<noinclude>
|}<noinclude>

[[Rummad:Tiegezh d'Este]]
[[Rummad:Tiegezh d'Este]]

Stumm eus an 22 Ebr 2010 da 13:03

Poltred Alfonso I d'Este, gant Tizian.
Skoed aour Alfonso I d'Este
Moneiz arc'hant Alfonso I d'Este

Alfonso I d'Este (Ferrara, 21 a viz Gouhere 1476 - 31 a viz Here 1534), eus an tiegezh Este, a oa dug Ferrara, Modena ha Reggio Emilia.

Gwarezour an arzoù hag al lizhiri e oa, ha dreist-holl hini Ludovico Ariosto.

E vuhez

Mab e oa d'an dug Ercole I d'Este ha da Eleonora di Napoli. Dimeziñ a reas da Anna Maria Sforza en 1491, met mervel a reas e wreg yaouank en 1497.

Pevar bloaz diwezhatoc'h e timezas da Lucrezia Borgia, merc'h ar pab Alesant VI. Anvet e voe da zug war-lerc'h marv e dad e 1505. Perzh a gemeras er brezelioù etre Venezia ha Stadoù an Iliz, hag en tabutoù a veze etre Bro-C'hall ha Spagn evit ren en Italia.

Un irienn a voe savet en e enep gant e zaou vreur yaouankañ Ferrante d'Este ha Giulio d'Este (1506) ha kastizet kriz e voent.

E 1508 en em glevas gant ar pab Jul II e Kevre Cambrai a-enep Venezia. Anvet e oe da c'h-gonfaloniere, advoue eskopti Iliz Sakr Roma (1509), hag en anv-se eo ec'h aloubas ar Polésine hag e faezhas arme Venezia e Polesella en 1509 gant skoazell e vreur kardinal Ippolito d'Este. Eskumunuget e voe ha diberc'hennet eus e vadoù gant ar pab e 1510 dre ma n'houle ket ober ar peoc'h evel ar pab gant Venezia. Tennet e voe digantañ dugelezh Modena, Carpi ha Mirandola a voe aloubet e 1511 gant armeoù ar pab.

E-pad brezel ar C'hevre Santel e reas emglev gant Bro-C'hall, ha gant e ganolioù brudet e kemeras perzh en emgann Ravenna e 1512 hag en trec'h.

Netra avat ne c'hounezas en afer, nemet disammet e voe eus an eskumunugenn. Koll a reas zoken, pa voe aloubet Reggio d'Emilia gant dug Urbino (1512), hag heñvel gant Garfagnana skrapet gant aotrouien Lucques.

Adkemer a reas Reggio pa varvas ar pab Adrian VI (1523), ha Modena (1527) pa reas emglev gant an impalaeriezh , da'r mare ma oa bec'h etre Karl V hag ar pab Clément VII. En em glevout a reas adarre gant ar C'hallaoued e 1528, met darbet e voe dezhañ koll pep tra gant Peoc'h Cambrai e 1529. C'hoari fin a reas ha tommaat a reas ouzh Karl V en-dro ma voe anavezet e wirioù gant an impalaer war Reggio ha Modena en 1530, pa ne felle ket d'ar pab mont betek ober kemend-all.

E vugale

C'hwec'h bugel en doe digant e eil pried Lucrezia Borgia :

Digant e serc'h Laura Dianti en doe daou vab:

E varv

Mervel a reas diwar ur regofad, evel e vreur ar c'hardinal Ippolito II d'Este. War e lerc'h e renas e vab Ercole II d'Este.

{{Tierniezh|en e raok= |war e lerc'h= |anv= Duged Ferrara}}

En e raok
Ercole Iañ d'Este
Alfonso Iañ d'Este War e lerc'h
Ercole II d'Este