Mont d’an endalc’had

Doare-skrivañ KLT : diforc'h etre ar stummoù

331 okted ouzhpennet ,  12 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
An '''doare-skrivañ KLT''' a oa bet implijet evit skrivañ [[brezhoneg]] etre [[1908]] hag ar [[bloavezhioù 1950]]. Ne vez ket graet gantañ ken.
 
==Istor==
E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en [[Emglev ar Skrivagnerien]], o'n em lakaat a-du war reolennoù da skrivañ ar yezh en un doare a vefe unvan evit brezhonegoù [[Bro-Leon|Leon]], [[Kerne]] ha [[Treger]], alese an anv ''KLT''. Degemeret e oa bet ar reolennoù reizhskrivañ-se gant ar braz eus an dud a skrive brezhoneg en teir bro-se, ar re a embanne levrioù ha kelaouennoù enno, en o zouez tud evel [[Frañsez Vallée]] pe [[Émile Ernault]]. Skignet e voe an doare-skrivañ KLT gant [[Frañsez Vallée]] hag e gelaouenn [[Kroaz ar Vretoned]], met implijet e voe ivez gant an darn vrasañ eus ar c'helaouennoù all embannet e broioù Leon, Kerne ha Treger etre an daou vrezel-bed, evel [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] pe [[Feiz ha Breiz]]. Ne oa nemet ar skrivagnerien wenedek a oa chomet e-maez an emglev-se hag a gendalc'he d'ober gant un doare-skrivañ dibar d'ar [[gwenedeg]]
 
E dibenn ar bloavezhioù 1930 e krogas skrivagnerien zo, evel [[Langleiz]], da glask unvaniñ an doareoù-skrivañ KLT ha gwenedek, evit kaout un doare-skrivañ hepken evit an holl vrezhonegoù. N'eo nemet e 1941 e voe tizhet an emglev ha degemeret an doare-skrivañ [[peurunvan]].
 
==Nevez flamm: "Komz KLT"==
Abaoe un toullad bloavezhioù e vez graet ''KLT'' a-wechoù ivez eus ankement doaretamm brezhoneg a vez komzet e-maez [[Bro-Wened]], gant Gwenedourien zo hag a sell ouzh rannyezhoù an teir bro-se vrezhonek all evel unpa dravijent unvan, a-walcpa n'h,int e-skoazket. brezhonegoùAr Broweledigezh eeunik-Wened.se a vez skignet ivez en abadennoù skinwel zo<brref>Abadennoù [[Ken tuch]], kenskrivet gant [[Goulwena An Henaff]]</ref>.
<br />
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ: biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz Kerne, Leon ha Treger (hep ankouaat [[Goueloù]]), ha n'hallfent bezañ nemet gant binvioù skingas unvan, skingomz pe skinwel, ha n'eus ket anezho c'hoazh.
== Notennoù ==
<references/>
 
 
 
[[Rummad:Doareoù-skrivañ ar brezhoneg]]
192 992

kemm