Afrodite Anadyomene : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: gl:Venus Anadiómena
Linenn 79: Linenn 79:
[[es:Venus Anadiómena]]
[[es:Venus Anadiómena]]
[[fr:Vénus sortie des eaux]]
[[fr:Vénus sortie des eaux]]
[[gl:Venus Anadiómena]]
[[ja:ウェヌス・アナデュオメネ]]
[[ja:ウェヌス・アナデュオメネ]]
[[ru:Афродита Анадиомена]]
[[ru:Афродита Анадиомена]]

Stumm eus an 30 Mez 2009 da 16:39

Er pennad-mañ ez eus kaoz eus Afrodite, pe Gwener (pe Venus, hervez al latin) anadyomene, da lavarout eo "deuet e-maez an dour", a zo deuet da vezañ ur vojenn, hini ganedigezh an doueez en dour, livet gant arzourien evel Sandro Botticelli e Ganedigezh Gwener.

Ar c'hentañ livadur

300
300

Afrodite Anadyomene, a oa ur murlivadur brudet e Pompei, savet diwar ul livadur kalz koshoc'h a oa bet graet gant al livour meur Apelles evit-doare, hag a zo aet da get pell zo. Graet eo bet ar skeudenn a weler er pennad-mañ diwar al livadur a-raok ma voe peurzistrujet.

Meneg eus livadur Apelles zo el levr Istor Naturel gant Plinius Kozh, a gont e voe implijet Kampaspe, ur serc'h da Alesant Veur, evel patrom. Hervez Athenaeus e oa bet awenet al livour gant istor Frine, un hetaira brudet eus Hellaz, a yae da neuial en he noazh er mor da vare gouelioù relijiel Eleusis.

Degaset e voe livadur Apelles eus Hellaz da Roma gant Augustus, met en ur gwall stad e oa da vare Plinius. Sevel a ra roll gwellañ livadurioù Apelles hag e ra anv eus un daolenn all "eus Gwener o sevel eus ar mor, dediet gant Augustus benniget e eñvor e bez Julius Caesar e adtad hag a zo anvet "Anadyomene" meulet e gwerzennoù hellenek evel oberennoù arall aloubet gant an amzer met disaotr o brud."[1]

Arouezioù reizhel

Hervez ar vojenn e savas Kronos a-enep e dad Ouranos, an oabl, hag e spazhas anezhañ hag e taolas e gelloù er mor, ma teuas sperius an eon-mor. Merc'h an oabl hag ar mor eo Afrodite eta.

En amzer an Azginivelezh ha war-lerc'h

Ganedigezh Gwener (war-dro 1485) Uffizi
Afrodite Anadyomene, gant Tizian, 1525. (National Gallery of Scotland)

Adalek ar XVvet kantved e c'hoantaas an arzourien, goude lenn pezh a skrive Plinius, da geveziñ gant Apelles, ha d'ober gwelloc'h ma c'hallent, ha meur a Venus Anadyomene a voe livet neuze:

Ganedigezh Gwener livet gant Alexandre Cabanel, 1863 (Mirdi Orsay, Pariz)

Livadur Alexandre Cabanel (1823-1889) Ganedigezh Gwener a oa bet diskouezet e 1863 e Paris Salon ha prenet gant Napoleon III evitañ e-unan. Robert Rosenblum, comment on Cabanel's painting is that "This Venus hovers somewhere between an ancient deity and a modern dream" ... "and the ambiguity of her eyes, that seem to closed but that a close look revelas that she is awake." ... "A nude who could be asleep or awake is specially formidable for a male viewer"[2]

Ganedigezh Gwener , livet gant William-Adolphe Bouguereau, 1879 (Mirdi Orsay, Pariz)

E 1879 e voe echuet livadur William-Adolphe Bouguereau,

Lennegezh

  • Vénus Anadyomène a zo anv ur varzhoneg c'hallek gant Arthur Rimbaud.

Pennadoù kar

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. Plinius Kozh, Historia Naturalis xxxv.91 Venerem exeuntem e mari divus Agustus dicavit in delubro patris Caesaris, quae anadyomene vocatur, versibus Graecis tantopere dum laudatur, aevis victa, sed inlustrata.
  2. Stephen Kern, Eyes of Love: The Gaze in English and French Paintings and Novels 1840-1900 p.101, 1996, Reaktion Books, Art & Art Instruction, ISBN 0948462833

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.