Fañch Peru : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Adlakaat ul liamm talvoudus tennet hep abeg
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
Ur skrivagner brezhonek a [[Bro-Dreger|Vro-Dreger]] eo Fañch Peru. Skrivañ a ra kalzik a levrioù, romantoù, eñvorennoù bugaleaj, barzhonegoù en ur yezh aes ha levezonet gant yezh e gavell. Fañch Peru zo bet kelenner brezhoneg e [[Landreger]], maer [[Konfort-Berc'hed]] e Treger a-raok mont war e leve.
Ur skrivagner brezhonek a [[Bro-Dreger|Vro-Dreger]] eo Fañch Peru. Skrivet en deus un toullad levrioù, romantoù, eñvorennoù bugaleaj ha barzhonegoù, en ur yezh aes ha levezonet gant [[brezhoneg]] e gavell. Kelenner brezhoneg eo bet e [[Landreger]], maer [[Konfort-Berc'hed]] e Treger a-raok mont war e leve.


==Buhez==
==Buhez==
Linenn 16: Linenn 16:


*''An traoniennoù-glas''
*''An traoniennoù-glas''
*''Enezenn an eñvor'' e 1991
*''Enezenn an eñvor'', 1991
*''Kernigelled ar Goañv'' e 1997
*''Kernigelled ar Goañv'', 1997
*''Envorennoù melen ki bihan rodellek'' (embannet e 1999)
*''Envorennoù melen ki bihan rodellek'', 1999
*''Eus an aod d’ar c’hoad don'', 2002
*''Eus an aod d’ar c’hoad don'', 2002



Stumm eus an 15 Her 2008 da 20:29

Ur skrivagner brezhonek a Vro-Dreger eo Fañch Peru. Skrivet en deus un toullad levrioù, romantoù, eñvorennoù bugaleaj ha barzhonegoù, en ur yezh aes ha levezonet gant brezhoneg e gavell. Kelenner brezhoneg eo bet e Landreger, maer Konfort-Berc'hed e Treger a-raok mont war e leve.

Buhez

Ganet eo Fañch Peru e 1940 e Kerofern. E dad a oa botaouer-koat hag e vamm ostizez. Skoliataet eo bet e skol vihan Kerofern, skol Plouared, skol normal Sant-Brieg ha Roazhon. Komz a rae brezhoneg er gêr, ha desket en deus galleg e skol-veur Roazhon (CAPES war al lizhiri modern). Erruet e skol-veur Brest en deus studiet brezhoneg ha tudoniezh (Aotregezh ha DEA). Da c’houde eo bet kelenner galleg ha brezhoneg e skolaj ha lise Landreger eus 1965 da 1998, pa 'z eo aet war e leve, hag ivez sevenadur Breizh en I.U.F.M Sant-Brieg. Hiziv an deiz e kelenn diwar-benn gizioù kozh Breizh e skol-veur Brest (div eur bep sizhun).

Skrivagner

Kroget eo da skrivañ e brezhoneg pa oa studier e Roazhon. Ur pezhig-c’hoari "Pennherez ar Genkiz" a zo bet embannet gant Brud e 1996. Goude-se en deus skrivet dreist-holl pennadoù e brezhoneg pe e galleg evit kazetennoù pe kelaouennoù: Le Trégor, Skol Vreizh, Ar Falz, Le Peuple Breton... Pa oa bihan e rae ivez kenstrivadegoù reizhskrivañ, ret e oa ober un enklask ha da c’houde sevel ur pennad-skrid diwar-benn an enklask-se. Staget en deus da skrivañ pennadoù modernoc’h evit e skolajidi (e 1970). A-benn ar fin en doa graet levrigoù gant ar pennadoù-se, hag e-pad 17 bloaz ur gronikenn bep miz, ha diwar-se ez eus bet embannet 4 levr kronikoù.

Pa oa yaouank e skrive pa'n deveze amzer, met abaoe m'emañ war e leve e skriv diouzh beure. Skrivañ a ra bep beure ur frazenn pe div war e gaieroù skol. Skrivañ a ra un toullad mennozhioù mesk-ha-mesk, dreist-holl diwar-benn e vugaleaj, an natur...

Oberennoù

Romantoù

  • An traoniennoù-glas
  • Enezenn an eñvor, 1991
  • Kernigelled ar Goañv, 1997
  • Envorennoù melen ki bihan rodellek, 1999
  • Eus an aod d’ar c’hoad don, 2002
    • Evit ar re yaouank
  • Teñzor Run ar Gov (E gentañ levr evit ar grennarded)
  • Bugel ar c'hoad
  • Gwaskado


Barzhonegoù

Kroget eo Fañch Peru da skrivañ barzhonegoù diwezhatoc'h, war-dro ar bloavezhioù 1990. Al levr kentañ barzhonegoù en deus skrivet a oa divyezhek (Etrezek an aber sall).

  • Etrezek an aber sall
  • Hentoù ar c'hornog (divyezhek), skrivet e 1998.
  • Va enezenn din-me deuet maez e 2000. (brezhoneg hepken)
  • Gwenojennoù hon hunvreoù (2007) (divyezhek)

Troidigezhioù

  • Koroll an Haïku, ul levr da zeskiñ skrivañ an Haïku. Troet diwar ar japaneg gant Alan Kervern.
  • Levrioù barzhonegoù ar skrivagner saoz Roy Eales
  • C'hoarioù Breizh troet diwar ar galleg, diwar-benn c'hoarioù Breizh.
  • Kanfarded Milin ar Wern

Liammoù