Eleanora Akitania : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 23: Linenn 23:
#[[Yann Iañ (Bro-Saoz)]] (27 Kerzu 1166 – 19 Here 1216) ; dimezet <small>1)</small> da [[Isabel of Gloucester|Isabel, Kontez Gloucester]] ha <small>2)</small> da [[Isabella Angoulême|Isabella, Kontez Angoulême]] ; bugale dezho.
#[[Yann Iañ (Bro-Saoz)]] (27 Kerzu 1166 – 19 Here 1216) ; dimezet <small>1)</small> da [[Isabel of Gloucester|Isabel, Kontez Gloucester]] ha <small>2)</small> da [[Isabella Angoulême|Isabella, Kontez Angoulême]] ; bugale dezho.


== Levrennadur ==
== Levrlennadur ==
* [[Philippe Delorme]], ''Aliénor d'Aquitaine'', Paris, (éd. Pygmalion), 2001 {{ISBN|2-8570-4673-1}}
* [[Philippe Delorme]], ''Aliénor d'Aquitaine'', Paris, (éd. Pygmalion), 2001 {{ISBN|2-8570-4673-1}}
* Jean Markale, ''Aliénor d'Aquitaine'', Paris, Payot, 2000 {{ISBN|978-2-22889329-9}}
* Jean Markale, ''Aliénor d'Aquitaine'', Paris, Payot, 2000 {{ISBN|978-2-22889329-9}}

Stumm eus an 25 Ebr 2022 da 09:18

Eleanora Akitania gant he mab Yann

Eleanora(war-dro 11201añ a viz Ebrel 1204), dugez Akitania a oa unan eus pinvidikañ ha galloudusañ maouezed Europa da vare ar Grennamzer uhelañ.

Da bemzek vloaz, war-lerc'h marv he zad, e voe Dugez Akitania ha kontez Poitiers. Tri miz goude e timezas da Loeiz, mab he diwaller, ar roue gall Loeiz VI, ha kenroue gantañ. Neuze enta eo evel rouanez ar Franked eo e kemeras perzh en Eil Brezel ar Groaz. Pa voe echu ar brezel e tivizas an daou zen yaouank terriñ o dimeziñ, abalamour ma oa c'hoant Eleanora hag ivez dre ma ne oa ganet nemet div verc'h : Marie hag Alix. Torret an dimeziñ eta d'an 11 a viz Meurzh 1152 abalamour ma oa bet kavet kenwadelezh er pevare derez. Chom a reas ar merc'hed gant o zad, ha roet e voe he douaroù da Eleanora en-dro.

Kenkent hag erru e Poitiers e kinnigas Eleanora da Herri, dug Normandi, 11 vloaz yaouankoc'h, dimeziñ ganti. Ha d'an 18 a viz Mae 1152, c'hwec'h sizhun goude an torr-dimeziñ, e timezas Eleanora Akitania da zug Normandi. D'ar 25 a viz Here 1154 e teuas he fried da vout roue Bro-Saoz, ha setu Eleanora Akitania deuet da vout rouanez Bro-Saoz.
E-kerzh an 13 vloaz a-c'houdevezh e roas teir merc'h ha pemp mab d'he fried, en o zouez Richarzh Kalon Leon ha Yann Dizouar a zeuas da vout rouaned Bro-Saoz ha Jafrez a zeuas da vout Dug Breizh.

Bugale

Gant Loeiz VII (Bro-C'hall) (dimezet d'an 12 a viz Gouhere 1137, torret d'an 21 a viz Meurzh 1152)
  1. Marie, kontez Champagn (1145 – 11 Meurzh 1198) ; dimezet da Herri Iañ, kont Champagn ; bugale dezho.
  2. Alix, Kontez Bleaz (1151-1198) ; dimezet da Theobald V, Kont Bleaz ; bugale dezho.
Bugale Herri II hag Eleanora

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Gant Herri II (Bro-Saoz) (dimezet d'an 18 Mae 1152, intañvet d'ar 6 a viz Gouhere 1189)
  1. Gwilherm IX, kont Poitiers (17 Eost 1153 – Ebrel 1156) ; marvet en-bugel.
  2. Herri ar Roue Yaouank (28 C'hwevrer 1155 – 11 Mezheven 1183) ; dimezet da Marc'harid Bro-C'hall ; bugale marvet en-bihan.
  3. Matilda, Dugez Saks (Mezheven 1156 –13 Gouhere 1189 ; dimezet da Henry al Leon, Dug Saks ; bugale dezho.
  4. Richarzh Iañ (Bro-Saoz) (8 Gwengolo 1157 - 6 Ebrel 1199) ; dimezet da Berengaria Navarra ; divugel.
  5. Jafrez II (dug Breizh) (23 Gwengolo 1158 – 19 Eost 1186) ; dimezet da Constance, Dugez Breizh ; bugale dezho.
  6. Eleanor,Rouanez Kastilha (13 Here 1162 – 31 Here 1214) ; dimezet da Alfonso VIII Kastilha ; bugale dezho.
  7. Janed, Rouanez Sikilia(Here 1165 – 4 Gwengolo 1199) ; dimezet : 1) da William II Sikilia ha 2) da Raymond VI Toulouse ; bugale dezho.
  8. Yann Iañ (Bro-Saoz) (27 Kerzu 1166 – 19 Here 1216) ; dimezet 1) da Isabel, Kontez Gloucester ha 2) da Isabella, Kontez Angoulême ; bugale dezho.

Levrlennadur