Britannia (skeudenn) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Istor: reizhadenn
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 37: Linenn 37:
==Timbroù==
==Timbroù==
<gallery mode="packed" heights="180px">
<gallery mode="packed" heights="180px">
British 1913 £1 Seahorse stamp 1913 £1.JPG|Timbr eus 1913, gant penn [[George V]]
Stamp_irl_1922_2N6se.jpg|Timbr e 1922, gant siell Stad [[Iwerzhon]].
Stamp_irl_1922_2N6se.jpg|Timbr e 1922, gant siell Stad [[Iwerzhon]].
</gallery>
</gallery>

Stumm eus an 4 C'hwe 2021 da 12:00

Delwenn Britannia e Plymouth.

Britannia eo an anv latin implijet da envel ar vaouez a faltazi a zo lakaet da skeudenniñ Breizh-Veur, da gentañ, ar Rouantelezh-Unanet goude, hag Impalaeriezh Breizh-Veur goude, evel ma lakaer Marianne da skeudenniñ ar Republik c'hall ha Columbia evit SUA.

Orin

Dont a ra an anv-se eus Britannia, anv latin an enez a weler e skridoù an Henamzer, re Julius Caesar da skouer, diwar anv ar bobl Pretanī, Prettanike pe Brettaniai e henc'hresianeg. E kembraeg eo Prydain anv an enez.


Istor

Er Iañ kantved kent JK e oa Britannia an anv stag ouzh Breizh-Veur. Goude an aloubadeg roman er bloaz 43 e talveze Britannia kement ha Breizh roman, ur broviñs adal kreisteiz Kaledonia (dre vras Bro-Skos hiriv)). E 197 e voe rannet ar broviñs roman e peder froviñs, ha div anezho e oa Britannia Superior ha Britannia Inferior.

E IIvet kantved e teuas Britannia roman da vezañ un doueez, armet gant un tridant hag ur skoed, un tokarn war he fenn. Chom a reas an anv Britannia goude diskar an impalaeriezh roman en Enez Vreizh er Vvet kantved.

Advuhezet e voe an anv latin Britannia e-pad an English Renaissance evel ur merk a identelezh vroadel vreizhveuriat, ha dreist-holl goude an Acts of Union e 1707, pa voe unanet rouantelezhioù Bro-Skos ha Bro-Saoz. Talvoudus e voe er c'helaouennoù da skeudenniñ politikerezh Breizh-Veur er skeudennoù flemmus.

Hiziv e reer an anv Britannia eus an enez hag eus ar skeudenn.

Pezhioù

Kentañ ma voe implijet he skeudenn war gein ur pezh a voe war un as a ziskoueze dremm Antoninus. Ar pezh kentañ ma voe gwelet Britannia goude an amzervezh roman avat a voe e 1672. He skeudenn a weler war ar pezhioù : ar pezh 50 pence betek 2008; ar pezh 2 lur abaoe 2015.

Timbroù

Liammoù diabarzh

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.