Erwan Evenou : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
kañvoù
Linenn 9: Linenn 9:
| deiziad ganet = d'ar 14 a viz C'hwevrer 1940
| deiziad ganet = d'ar 14 a viz C'hwevrer 1940
| lec'h ganet = en [[Aljer]], {{Aljeria}}
| lec'h ganet = en [[Aljer]], {{Aljeria}}
| deiziad marv =
| deiziad marv = Ebrel 2020
| lec'h marv =
| lec'h marv =
| yezh = Brezhoneg, galleg
| yezh = Brezhoneg, galleg
Linenn 22: Linenn 22:
}}
}}


'''Erwan Evenou''' (ez-ofisiel:''Yvon Évenou''), ganet d'ar [[14 a viz C'hwevrer]] [[1940]] en [[Aljer]], zo [[yezhour]], [[Skrivagnerien vrezhonek|skrivagner brezhonek]] ha [[Skrivagnerien c'hallek|skrivagner gallek]]. Bet eo ivez kelenner [[saozneg]] ha [[brezhoneg]], hag [[emsav]]er sindikadel, yezhel ha politikel.
'''Erwan Evenou''' (ez-ofisiel:''Yvon Évenou''), ganet d'ar [[14 a viz C'hwevrer]] [[1940]] en [[Aljer]], marvet en Ebrel 2020, zo [[yezhour]], [[Skrivagnerien vrezhonek|skrivagner brezhonek]] ha [[Skrivagnerien c'hallek|skrivagner gallek]]. Bet eo ivez kelenner [[saozneg]] ha [[brezhoneg]], hag [[emsav]]er sindikadel, yezhel ha politikel.
Bevet en deus en [[Aljeria]] e-pad darn e yaouankiz, evel ma kont en e romant diazezet war e vuhez. Kelenn a reas [[saozneg]] e skolaj [[ar Faoued]] a-raok mont da [[Aljeria]] da gelenn ha dont da gelenner [[brezhoneg]] pa voe tapet gantañ ar c’h-CAPES [[brezhoneg]]. Goude-se e voe anvet da enseller [[brezhoneg]] evit an eil derez war-lerc’h [[Pierre Bernard]].
Bevet en deus en [[Aljeria]] e-pad darn e yaouankiz, evel ma kont en e romant diazezet war e vuhez. Kelenn a reas [[saozneg]] e skolaj [[ar Faoued]] a-raok mont da [[Aljeria]] da gelenn ha dont da gelenner [[brezhoneg]] pa voe tapet gantañ ar c’h-CAPES [[brezhoneg]]. Goude-se e voe anvet da enseller [[brezhoneg]] evit an eil derez war-lerc’h [[Pierre Bernard]].



Stumm eus an 25 Ebr 2020 da 20:36

Erwan Evenou
Anv ofisiel Yvon Évenou
Obererezh Yezhour, skrivagner
Ganedigezh d'ar 14 a viz C'hwevrer 1940
en Aljer,  Aljeria
Marv Ebrel 2020
Yezh skrivañ Brezhoneg, galleg
Enorioù Priz Langleiz e 1992


Erwan Evenou (ez-ofisiel:Yvon Évenou), ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1940 en Aljer, marvet en Ebrel 2020, zo yezhour, skrivagner brezhonek ha skrivagner gallek. Bet eo ivez kelenner saozneg ha brezhoneg, hag emsaver sindikadel, yezhel ha politikel. Bevet en deus en Aljeria e-pad darn e yaouankiz, evel ma kont en e romant diazezet war e vuhez. Kelenn a reas saozneg e skolaj ar Faoued a-raok mont da Aljeria da gelenn ha dont da gelenner brezhoneg pa voe tapet gantañ ar c’h-CAPES brezhoneg. Goude-se e voe anvet da enseller brezhoneg evit an eil derez war-lerc’h Pierre Bernard.

Labour emsavel

War un dro gant e labour er sindikad SNI-PEGC e voe unan eus emsaverien bennañ Unvaniezh Demokratel Breizh. Bet eo sekretour Galv (e galleg: « comité d'action progressiste pour la langue bretonne ») er bloavezhioù 1970. Gant e skipailh voe aozet ar gerzhadeg a voe e 1971 etre Ploue hag an An Oriant. En noz kent e voe lojet an dud er Faoued.

Hiziv e ra war-dro skol gouren ar Faoued, bet krouet gantañ pell zo, er barrez m'emañ o chom.

E skridoù

Evel ezel eus Unvaniezh Demokratel Breizh e savas meur a bennad evit kelaouennoù ar strollad, ken e galleg evit Le Peuple breton, ken e brezhoneg evit Pobl Vreizh hag ivez evit Al Liamm, dreist-holl ur pennad "kleiz ha Breizh", a zo a dalvoudegezh vras.

Embannet en deus ivez ul levr barzhonegoù, tri romant e brezhoneg, ur romant e galleg hag ur studiadenn e galleg a-zivout ar brezhoneg en deskadurezh hag er vuhez foran.

Levrioù

Liamm diavaez