Achkenazed : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 4: Linenn 4:
*[[Yuzevegezh]]
*[[Yuzevegezh]]
*[[Sefaraded]]
*[[Sefaraded]]
*[[Mizrac'hed]]


== Daveoù ==
== Daveoù ==

Stumm eus an 13 Ebr 2020 da 11:52

Ar Yuzevien Achkenaz, pe Achkenazed hag Ashkenazim (gant ar merk liester hebraek), (Hebraeg אַשְׁכְּנַזִּים , Distagadur hebraek ashkennaz : [ˌaʃkəˈnazim], unander : [ˌaʃkəˈnazi], Hebraeg modern : [aʃkenaˈzim, aʃkenaˈzi]; c'hoazh יְהוּדֵי אַשְׁכְּנַז Y'hudey Ashkenaz) zo ur boblañs eus an diaspora yuzev diwanet en Impalaeriezh Santel Roman German e fin kentañ milved hon mare.[1] O yezh hengounel eo ar yideg, ur yezh germanek gant elfennoù hebraek, aramaek ha slavek, diwanet dre o fiñvadegoù war-zu norzh Europa, ha eus Frañs betek Europa ar Reter dre Alamagn. Betek ma oa adsavet implij an hebraeg evel ur yezh vodern pemdez e oa evito ur yezh sakr implijet er shul nemetken. E fin ar Grennamzer e oant staliet er pezh zo anavezet evel yidishland (yidegva) e Polonia, Bielorusia, Ukraina ha Rusia a-vremañ. An XVIIIvet kantved a welas en o zouez sevel ur Sklêrijennoù yuzev, ur gwir birvilh da bep tu, en deus krouet luskadoù relijiel nevez kenkoulz hag ur vuhez yuzev lik hag ur preder war o flas er bed en doa degaset soñj ar Zionouriezh ha krouidigezh stad Israel. Hogozik peur-zistrujet e voe Achkenazed Europa da vare ar Shoah e-pad an Eil Brezel Bed de heul politikerezh Adolf Hitler hag an naziegezh. Ar brasañ eus an Achkenazed a-vremañ a vev er Stadoù-Unanet hag en Israel bremañ.

Pennadoù kar

Daveoù