Loeiz VII (Bro-C'hall) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 45: Linenn 45:

| width="30%" align="center" | En e raok:
'''[[Loeiz VI (Bro-C'hall)|Loeiz VI]]'''
| width="30%" align="center" | En e raok:
'''[[Loeiz VI (Bro-C'hall)|Loeiz VI]]'''
| width="40%" align="center" | '''[[Rouaned Bro-C'hall]]
[[Restr:France Ancient.svg|40px]]
[[1137]] – [[1180]]'''
| width="40%" align="center" | '''[[Rouaned Bro-C'hall]]
[[Restr:Arms of the Kings of France (France Ancien).svg|40px]]
[[1137]] – [[1180]]'''
| width="30%" align="center" | War e lerc'h:
'''[[Fulup II an Aogust|Fulup II]] '''
| width="30%" align="center" | War e lerc'h:
'''[[Fulup II an Aogust|Fulup II]] '''

Stumm eus an 5 Du 2016 da 22:00

Loeiz VII, lesanvet Loeiz ar yaouankañ, ganet e 1120, marvet e 1180 e Melun, a voe roue eus 1137 betek 1180.

Louis VII

Mab e oa da Loeiz VI, lesanvet Loeiz an Tev, roue ar Franked, hag Adelaid Maurienne (1100-1154) ha dre se e oa war un dro ur c’harolingad hag ur Bosonad a-berzh e vamm.

Minorelezh

Dre ma oa Loeiz eil mab ar roue Loeiz VI, ne oa ket tonket dezhañ mont da roue. E blanedenn a cheñchas d'an 13 a viz Here 1131 pa varvas e vreur henañ Fulup. Raktal goude, d'ar 25 a viz Here, e voe sakret e Reims gant ar pab Inosant II ha kevredet gant e dad war an tron.

Ren

Brezel Champagn (1142-1144)

Meur a abeg a voe d'ar brezel-se : dilennadeg arc'heskop Bourges ha, dreist-holl, afer Raoul de Vermandois. A-benn eurediñ gant Petronille, c'hoar Eleanora Akitania, e skarzhas e wreg kentañ : Eleanora, nizez Thibaud Champagn.

Un darvoud a-bouez a c'hoarvezas e-pad brezel Champagn : 1300 den a voe devet en iliz Vitry-en-Perthois lec'h m'o doa klasket repu. Loeiz VII hag a oa kaoz eus ar marvioù-se a chomas strafuilhet-bras diwar-se.

Ar groaziadeg

Loeiz hag Eleanora a gemeras perzh en eil kroaziadeg, loc'het e miz Even 1147. Kazeg a reas ar groaziadeg-se met ne voe ket klevet kalz a rebechoù ouzh Loeiz, ouzh Eleanora ne lavaran ket.

Redek a reas brud e oa bet darempredoù etre ar rouanez ha hec'h eontr Raymond Antioche.

Euredoù

Eureudiñ a reas gant Eleanora Akitania d'ar 25 a viz Gouere 1137 e Bourdel. Div verc'h o doe :

• Marie e 1145
• hag Alix e 1150)

Met trenkañ a reas ar soubenn etre an daou bried ha, d'an 21 a viz Meurzh 1152, e voe torret an dimeziñ war zigarez e oant kindirvi (diskennidi Roperzh II e oant o-daou).

Eurediñ a reas neuze gant Constanza Kastilha,

Hag adarre, goude marv Constanza, da Adèle Champagn, ha daou vugel o doe:

• Fulup (1165-1223), lesanvet 'Dieudonné (mall a oa kavout ur pennhêr), ha diwezhatoc'h, pa renas, an Aogust.
• Agnès, dimezet teir gwech, da dri impalaer bizantat:

Goude e varv

E vab Fulup II an Aogust a bignas war an tron war e lerc’h.

Levrlennadur

• Louis VII gant Yves Sassier - embannadur Fayard 1991 - 506 p., ISBN 2-213-02786-2
• Levrenn 41 eus ar Société des sciences et art de Vitry-le-François

Liammoù diavaez

En e raok:
Loeiz VI
Rouaned Bro-C'hall

11371180
War e lerc'h:
Fulup II