Daniel Libeskind
Daniel Libeskind (bet ganet e 1946 e Łódź, Polonia) a zo ur savour amerikan (bet broadet e 1965). Yuzevien a Bolonia e oa e dud, dreistvevet o deus ar Shoah. Goude bezañ studiet ar sonerezh en Israel, en deus Libeskind studiet er Bronx High School of Science (Stadoù-Unanet) betek 1965. Goude-se e krogas gant ar savouriezh e Cooper Union School (New York). A-benn peurglokaat e studioù savouriezh en deus studiet e-pad daou vloaz ouzhpenn er skol-veur Essex (Rouantelezh-Unanet). E 1985 en deus Libeskind bet kentañ priz Leone di Petra e Venezia. E 1988 en deus kemeret perzh en diskouezadeg savourien digonstruktourien er Museum of Modern Art (New York). Etre 1989 ha 1998 en deus graet war-dro Mirdi yuzev Berlin. Ouzhpenn bezañ ur mirdi ez eo ul lodenn eus an diskouezadeg. A-fet savouriezh ez eo stag ar savadur ouzh pal ar mirdi. Da skouer en deus Libeskind treset linenn ar goullo er mirdi, da lavaret c’hwec’h lec’h goullo a dreuz ar mirdi a-benn aroueziñ ezvezañs ar re bet lazhet e-pad ar Shoah. Leun a arouezioù eo ar savadur.
Daniel Libeskind en deus krouet e embregerezh, anvet eo Studio Daniel Libeskind ha staliet eo e Berlin. Abaoe 1994 e kelenn e skol-veur Los Angeles (California). E skolioù-meur alld re ar bed-holl en deus bet tro da gelenn. Meur a raktres end eus, en o zouez re stag ouzh ar yuzevelezh pe ar Shoah (mirdi yuzev San Francisco, kreizenn ar Shoah e Manchester). Dibabet eo bet ivez raktres Daniel Libeskind evit sevel en-dro ar World Trade Center (New York). Derc’hel soñj eus an darvoud ha degas spi eo pal ar savadur bet ijinet gantañ. A-benn derc’hel soñj e vo miret «Ground Zero» er c’hondon (Memory Foundations), hag arouezet e vo ar spi gant un tour stumm ur bir dezhañ (Freedom Tower). Sañset e vo un tour 541 metrad uhelder, da lavaret eo e teufe da vezañ tour annezet uhelañ ar bed. Un dra all da venegiñ : bep bloaz, d’an 11 a viz Gwengolo, e vo sklerijennet ar savadur gant an heol hag hep skeud ebet etre 8e46 (krash kentañ) ha 10e28 (eur freuzadur an eil tour).
Savadurioù bet treset gant Daniel Libeskind
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1998 – Mirdi yuzev Berlin
- 2002 - Imperial War Museum North, Manchester, Rouantelezh-Unanet
- 2003 - Danish Jewish Museum Kopenhagen, Danmark.
Ti Felix Nussbaum (Felix-Nussbaum-Haus) e Osnabrück Alamagn, ur mirdi diwar-benn al livour Felix Nussbaum eo. Astenn droellennek Victoria and Albert Museum Londrez. Nullet eo bet ar raktres e 2004 dre ma ne oa ket argant a-walc’h evit e gas da benn.
- 2005 – Kreizenn Maurice Wohl, Bar-Ilan University, Ramat Gan, Israel
- 2006 – Astenn Royal Ontario museum, Toronto
- 2007 : Daniel Libeskind end eus treset steñv ur greizenn-genwerzh 46 000 metrad karrez dezhi e Las Vegas, e-barzh ar City Center.
- 2008 - Contemporary Jewish Museum, San Francisco, Stadoù-Unanet
- 2009 - Grand Canal Performing Arts Centre and Galleria, Dulenn, Iwerzhon
- 2009 - Military History Museum, Dresden, Alamagn
- 2010 - Złota 44, un tour 54 estaj dezhañ, 192 metrad uhelder, e stumm gouel ur vag. Ennañ e vo 251 ranndi pompad. Unan eus tourioù uhelañ Europa e vo pa voe echu. Kroget eo ar sevel abaoe miz Mae 2008 e Varsovia, Polonia