Mont d’an endalc’had

Klaudios Ptolemaios

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Claudius Ptolemaeus)
Klaudios Ptolemaios
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΚλαύδιος Πτολεμαῖος Kemmañ
Anv ganedigezhΚλαύδιος Πτολεμαῖος Kemmañ
Anv-bihanPtolemaios Kemmañ
NomenClaudius Kemmañ
Deiziad ganedigezh100 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPtolemais Hermiou Kemmañ
Deiziad ar marv170 Kemmañ
Lec'h ar marvAleksandria Kemmañ
Gensgens Claudia Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethenc'hresianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridhenc'hresianeg Kemmañ
ImplijerLevraoueg Aleksandria Kemmañ
Lec'h annezAleksandria Kemmañ
Levezonet gantAristoteles Kemmañ
Present in workDivina Commedia Kemmañ
PrantadImpalaeriezh roman Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadLevraoueg Vroadel Kembre, Het Scheepvaartmuseum Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Ptolemaios

Klaodios Ptolemaios (Κλαύδιος Πτολεμαῖος, hervez e anv henc'hresianek), pe Claudius Ptolemaius hervez e anv latin, anvet a-wechoù Ptoleme (Ptolemaios Thebaidos (Gorre Egipt) e-tro 90 - Canope e-tro 168) a oa ur steredoniour hag un astrologour henc'hresian a veve en Aleksandria (en Egipt hiziv).

Unan eus diaraogerien an douaroniezh eo bet ivez.

Meur a bleustrad skiantel zo bet savet gant Ptolemaios; daou anezho o deus bet ul levezon bras-kenañ war ar skiantoù islamek hag europat. An eil, ur pleustrad steredoniezh a anavezer hiziv dindan anv an Almagest (e gresianeg, Η μεγάλη Σύνταξις, Ar pleustrad bras). Egile eo an Douaroniezh, anezhañ ur gaozeadenn zon war anaoudegezhioù douaroniel ar bed gresian-ha-roman.

Steredoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Reizhiad Ptolemaios

Gant Ptolemaios eo bet savet ar pleustrad steredoniezh anvet an Almagest (diwar ar ger-mell arabek al hag an anv-gwan gresianek en e zerez uhelañ "ar brasañ-holl"). El labour-se e kinnige Ptolemaios ur patrom douargreizennet eus Koskoriad an Heol. Degemeret e voe ar patrom-se er c'hevredigezhioù arab hag europat e-pad ouzhpenn 1300 vloaz. En Almagest e kaver ivez ur roll stered hag ur roll steredegi koshoc'h eget ar reizhiad steredegi a-vremañ daoust m'eo diglok dre ma ne c'holo ket bolz an neñv penn-da-benn.

Kartenn ar bed Ptolemaios, adsavet diwar e Geographia (e-tro 150), a verk ar broioù Serica, Sinae (Sina) en tu dehou pellañ, en tu all da enez Taproban (Sri Lanka, re vras) hag an Aurea Chersonesus (Gevred Azia)

Ur bennoberenn eo e Zouaroniezh. Kenstrollet en deus enni anaoudegezhioù ar bed da vare an Impalaeriezh roman. Dreist-holl eo en em harpet Ptolemaios war labourioù Marinos Tir, un douaroniour all, ha war menegerioù douaroniel an impalaeriezhioù roman ha pers. Douetañs a oa da gaout war ar pep brasañ eus ar mammennoù a oa en tu all da vevennoù an impalaeriezh roman.

Mont a ra ur gaozeadenn diwar-benn an hentenn labour hag ar roadennoù implijet d'ober lodenn gentañ an Douaroniezh. Evel en Almagest e voe strollet gant Ptolemaios en un hollad brasoc'h an holl ditouroù douaroniel a oa en e gerz. Reiñ a reas daveennoù d'an holl lec'hioù ha stummoù douaroniel anavezet gantañ a voe lakaet gantañ en ur gael a c'holoe ar blanedenn. Muzuliet e veze al ledred adal ar c'heheder evel hiziv ha pa vefe bet eztaolet diouzh pad an deiz hirañ kentoc'h eget dre zerezioù (tremen a ra pad goursav an hañv eus 12 eurvezh da 24 eurvezh a-feur ma pellaer eus ar c'heheder evit mont war-du penn-ahel an norzh). Merkañ a reas hedredenn an hedred 0 el lec'h kornôgañ anavezet gantañ, da lavaret eo an Inizi Kanariez.

Empenntiñ a rae Ptolemaios ivez ha reiñ a rae kuzulioù war an doare da dresañ kartennoù evit ar bed roman hag evit hollad ar bed annezet (oikoumene). En eil lodenn an Douaroniezh, e kaver ar rolloù topografek hag an alc'hwezioù rekis evit ar c'hartennoù. Goleiñ a rae e oikoumene 180 derez ledred eus an Inizi Kanariez (er Meurvor atlantel) betek Sina, ha 80 derez ledred dre vras eus Meurvor Arktika betek an Indez ha pell en Afrika. Emskiantek-mat e oa Ptolemaios ne'z ae ket e anaoudegezh eus ar bed pelloc'h eget ur c'hard eus ar blanedenn.

Siwazh, ne sav ket kartennoù koshañ dornskridoù an Douaroniezh uheloc'h eget 1300 well-wazh, goude ma voe addizoloet an destenn gant Maximus Planudes.

Astrologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skol Aten gant Raffaello, a ziskouez Zarazoustra ha Ptolemaios

Pleustrad Ptolemaios war astrologiezh an Tetrabiblos, a oa oberenn astrologel vrudetañ en Henamzer. Bras-tre e voe e levezon war studi ar c'horfoù egor en takad danloarel. Reiñ a rae displegadennoù war efedoù astrologel ar planedennoù diouzh o efedoù tommañ, freskaat, glebiañ pe sec'hañ.

Skrivet eo bet an Adsonennoù gant Ptolemaios ivez, anezho ur pleustrad sonerezhouriezh dave. Goude burutellañ doare e ziagentidi ec'h embann ennañ e tle an hedoù sonerezh bezañ diazezet war feurioù jedoniel (er c'hontrol da soñjoù kostezenn Arastoksen) skoazellet gant arselladennoù empirek (er c'hontrol da sell teorikel-rik skol Pythagoras). Kinniget en deus e rannadurioù personel eus ar bederc'hordennn hag eus an eizhvedenn, deveret gantañ gant un unkordenn. Testeniekaet eo dedenn Ptolemaios evit an astrologiezh dre ur gaozeadenn war sonerezh ar bouloù.

Anvet eo bet an asteroidenn 4001 Ptolemaios (4001 Ptolemaeus) en e enor; e anv zo bet roet d'ar c'hraterioù Ptolemaios war Meurzh ha war al Loar.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ao. Abad Halma : Commentaire de Théon d'Alexandrie sur le livre III de l'Almageste de Ptolémée; Tables manuelles des mouvements des astres; traduites pour la première fois du grec en français sur les manuscrits de la Bibliothèque du Roi. Imprimerie A. Bodée, Paris. 1822. Adembannet gant Librairie A. Blanchard, Paris, 1990.
  • Ao. Abad Halma : Traité de Géographie de Claude Ptolémée d'Alexandrie, traduit pour la première fois du grec en français. Eberhart, imprimeur du Collège royal de France, Paris, 1828. Adembannet gant Librairie A. Blanchard, Paris, 1989.
  • Lelio Pagani : Claudii Ptomlomaei. Cosmographia. Tabulae. Edition des planches du manuscrit latin VF. 32 (XVè siècle) de la Bibliothèque Nationale de Naples. Orsamaggiore. Torriana, 1990. Booking International. Paris 1990