Clara
Neuz
Clara zo un anv-badez alamanek ha spagnolek, hag a gaver e meur a yezh. D'an 11 a viz Eost e vez lidet.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet eus an anv-gwan latin clarus, clara, clarum, "sklaer".
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Chiara ha Clarice, en italianeg.
- Claire e galleg, hag an adstummoù Clarisse, Clairette.
- Clare e saozneg.
- Klara en alamaneg ha brezhoneg.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Klara eo an anv meneget e Buhez ar Sent, e 1912[1] evit ar santez italian Chiara d'Assisi. D'an 12 a viz Eost eo lakaet, daoust ma oa marvet ar santez d'an 11 a viz Eost.
- E Geriadur Vallée e kaver, er pennad "clair": Sklaer, Sklaera, Yuna(ñ).
- Sklêrijenn, Sklaerenn, Sklaera pe c'hoazh Sklaerder eo ar stummoù brezhonek a gaver koulskoude en deiziadurioù brezhonek, diazezet moarvat war levr Gwennole ar Menn, Grand choix de prénoms bretons, e 1995[2] ma n'eus meneg ebet ken eus an anv Klara.
- Sklaerder a gaver en anv Itron Varia ar Sklaerder, e Ploumanac'h, e Treger. N'eo ket anavezet evel anv-badez koulskoude.
- A-wechoù e vez kemmesket an anv gallek Claire ha hini ar santez vrezhon Klervi.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XIIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Santez Klara, pe Chiara d'Assisi (1193-1253).
XVIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Isabel Clara Eugenia (Segovia, 1566 - Brusel, 1633), infantez spagnol, gouarnerez an Izelvroioù.
XVIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Clara Elisabeth von Platen (1648-1700), kontez alaman.
XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Clara Maffei (1814-1886), broadelourez italian
- Clara Schumann (1819-1896), pianoourez ha sonaozourez alaman
- Klara Hitler (1860-1907), mamm Adolf Hitler
- Clara Bonde, dimezell a enor e lez Sveden
XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Clara Kimball Young (1890-1960), aktourez stadunanat e filmoù digomz,
- Clara Bow (1905-1965), aktourez stadunanat e filmoù digomz,
- Clara Thalmann (1908-1987)
- Clara Betner (1922-2012), kanerez klasel italian
- Clara Bindi ( ganet e 1927), aktourez italian
XXIvet kanved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Clara Morgane (ganet e 1981), luskerez skinwel ha diskouezerez-c'hiz c'hall, bet kroget evel aktourez pornografek.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Klara Sesemann, e romantoù Heidi, gant Johanna Spyri
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Villa Clara
- Santa Clara
- Clarà, pe Clarà i Villerac ([kləˈɾajβiʎə'ɾak]), kumun c'hall eus Katalonia.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Klara, e Buhez ar Sent, 1912, pajenn 573-574.
- ↑ Gwennole ar Menn (1995), Grand choix de prénoms bretons, Coop Breizh, ISBN 978-2-909924-01-4 (fr) ha deiziadurioù Diwan.