Klervi
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Santez Klervi (a skriver ivez Klerwi) a oa merc'h da sant Fragan ha santez Gwenn, deuet eus Kembre da Vreizh er VIvet kantved. Tri breur he doa, ar sent Jagu, Gwezhenneg ha Gwenole.
Burzhud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kontañ a reer e voe graet ur burzhud un deiz gant Gwenole, pa oa bihan he c’hoarig Klervi. Ur waz he doa kroget e daoulagad ar plac’hig ha debret anezho. He breur Gwenole, o welet kement-se, a yeas da gavout ar waz, toullgofañ anezhi hag adkavout an daoulagad. Rentet e voe he daoulagad da Glervi a adkavas ar gweled evel-se, a-drugarez d'he breur, sant Gwenole.
Anv-badez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Klervi Ily, oberourez vrezhonek
- Klervi Rivière, kanerez