Chouans !
Titl | Chouans ! |
---|---|
Diazezet war | Les Chouans |
Tachenn | film istorel, film karantez, film dramael, filmoù diazezet war ur romant |
Bro orin | Frañs |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | galleg |
Deiziad embann | 1988 |
Sevener | Philippe de Broca |
Senarioour | Daniel Boulanger, Philippe de Broca, Jérôme Tonnerre |
Rener ar skeudennaouiñ | Bernard Zitzermann |
Frammer filmoù | Henri Lanoë |
Penn ar sevel kostumioù | Yvonne Sassinot de Nesle |
Sonaozer | Georges Delerue |
Produer | Ariel Zeitoun |
Lec'h filmañ | Lokorn |
Liv | liv |
Renkadur ar CNC | holl bublik |
Renkadur FSK | FSK 16 |
Chouans ! (Chouaned ! pe Chouanted ! e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozour gall Philippe de Broca e 1987.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama, Istorel,
- Skoazellerien-sevener : Laurent Laubier, Christian Merret-Palmair ha Stéphanie Seilhean,
- Senario ha divizoù : Philippe de Broca, Daniel Boulanger ha Jérôme Tonnerre,
- Produourien : Partner's Production (Pariz), Les Films A2 (Pariz), Canal Plus Productions, CNC, Sofica Sofinergie ha Sofica Créations,
- Rener ar skeudenniñ : Bernard Zitzermann,
- Ijinourien ar son : Joël Beldent, Jean-Charles Ruault ha Jacques Thomas-Gérard,
- Aozer ar sonerezh orin : Georges Delerue,
- Klinkour : Jacques Bufnoir,
- Dilhataerez : Yvonne Sassinot de Nesle,
- Frammer : Henri Lanoë,
- Prantad filmañ : adalek an 21 a viz Gouere betek an 3 a viz Du 1987,
- Lec'hioù filman : Roc'h Goueon (Aodoù-an-Arvor), Lokorn (Penn-ar-Bed), Kastell an Argoed en Elven, Ar Gerveur, Baden, kêriadenn Poull-Fetan e Kistinid, Meukon, kreñvlec'h Pentevr e Sant-Pêr-Kiberen, Sarzhav, kastell Plessis-Josso e Teiz (Mor-Bihan), Pariz,
- Deiziad dont er-maez : 23 a viz Meurzh 1988,
- Padelezh : 145'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un den madelezhus eo an aotrou kont Savinien a Gerfadeg : e-unan-penn en deus desavet e vab Aurèle ha degemeret Céline ha Tarquin (hag hemañ tec'het kuit eus ar c'hloerdi). Emañ o chom en ur c'hastell e Breizh e-lec'h ma klask sevel nijerezioù, diseblant a-walc'h ouzh darvoudoù an Dispac'h Gall en-dro dezhañ, darvoudoù a gemer perzh an daou amourouz Céline ha Tarquin enne. Goude mont da Amerika en harlu e tistro Aurèle e Breizh d'an ampoent ma tarzh ar brezel diabarzh etre ar republikaned hag ar roueelourien. Aurèle, ha n'eo ket evit gouzañv an darempredoù tost etre Céline ha Tarquin, a gemer penn ar Chouaned. Gwelet a ra Kerfadeg e vugale oc'h en em zebriñ : saveteiñ a ra Aurèle eus ar c'hilhotin ha, gantañ, e tieub Céline a-raok dezhi bezañ kaset d'ar marv goude lazhañ Tarquin. Aberzhiñ e vuhez a ra Kerfadeg evit salvidigezh an daou zen yaouank a dec'h kuit war unan eus nijerezioù ar c'hont.
Roll ar gomedianed pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Philippe Noiret : an aotrou kont Savinien a gKerfadeg,
- Sophie Marceau : Céline,
- Lambert Wilson : Tarquin Larmor,
- Stéphane Freiss : Aurèle a gKerfadeg,
- Jean-Pierre Cassel : an aotrou baron a dTiffauges,
- Charlotte de Turckheim : an itron markizez Olympe a Sant-Weltaz,
- Raoul Billerey : Grospierre,
- Roger Dumas : Bouchard.