Mont d’an endalc’had

Charlez VII (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia
Charlez VII

Charlez VII a Vro-C'hall a voe roue Bro-C'hall eus 1422 da 1461 war-lerc'h e dad Charlez VI, aet da foll. Ganet e oa bet e Pariz e 1403 ha marvet e oa e Mehun-sur-Yèvre e 1461. Evel daofin dilezet hag evel roue en deus stourmet enep ar Saozon o doa kemeret ar galloud war lodenn vrasañ e rouantelezh ken e teuas da-benn skarzañ anezho kuit e 1453 ha dre-se en deus lakaet un termen da Vrezel Kant Vloaz. Lesanvet e oa bet "roue bihan Bourges" gant e eneberien.

E 1417 e resevas dugelezh ar Berri, met e tleas e 1418 mont kuit eus Pariz dindan gwask e eontr, Yann Dispount, dug Bourgogn, hemañ o klask tapout ar rouantelezh.
Dre feur-emglev Troyes (1420) e anavezas ar Rouanez Izabel Bavaria m'en doa ar roue saoz Herri V ar beli war ar rouantelezh gall hag e oa dishêret an daofin Charlez (mab chomet nemetañ Izabel ha Charles VI) war zigarez e vije ur bastard anezhañ. Nac'hañ a reas Charlez ar feur-emlev hag e stalias e lez e kêr-benn e dugelezh,Bourges, e kreiz ar rouantelezh, evit ren ar brezel enep ar Saozon. Eno e embannas e 1418 bezañ lezroue pa oa e dad klañv-fall e benn.
E 1419 e asantas kaout un emglev gant Yann Dispont war ur pont e Montereau. An traoù a yeas ken trenk etre aotrounez an div gostezenn ma oe savetaet Charlez diouzh ar marv gant Tangi ar C'hastell hag e oe kontellet d'ar marv e eontr Yann, dug Bourgogn.

Kaset e voe eus Bourges da Reims gant Janed Ark da vezañ kurunennet eno. War e lerc'h ez eas e vab Loeiz XI da roue.

Eured ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet a reas e 1422 da Mari Anjev (1404-1463), ha bugale o doe.


Brudet eo e vestrez Agnès Sorel, met nebeutoc'h an hini a gemeras he lec'h e gwele ar roue, Antoinette de la Maignelais, a rankas mont da repuiñ da Vreizh war-lerc'h marv ar roue.

Digant Mari Anjev en doe:


En e raok:
Charlez VI
Rouaned Bro-C'hall

14221461
War e lerc'h:
Loeiz XI

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]