Madalen Bro-C'hall (1443-1495)
Madalen Bro-C'hall (1443-1495), pe Madalen Valois, ganet e Teurgn d'an 1 a viz Kerzu 1443, ha marvet en Iruña d'an 21 a viz Genver 1495 a oa ur briñsez c'hall, merc'h d'ar roue gall Charlez VII, roue Bro-C'hall, ha da Vari Anjev. C'hoar e oa da Loeiz XI.
Prometet e oa bet he dorn da Ladislas an Dalif, eus an Tiegezh Habsburg, roue Hungaria, Kroatia, ha Bohemia, ha dug Aostria, met mervel a reas ar roue yaouank e 1457 (gant al leukemia, hervez a ouzer hiziv), hag eñ 17 vloaz, a-raok kaout amzer da zimeziñ. Ret e voe klask ur pried all dezhi.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1461 e Saint-Jean-d'Angély e timezas da Gaston Fois (1444 - 1470), priñs Viana, mab da Gaston IV, kont Fois ha Beskont Bearn, ha da Éléonore Ire d'Aragon, rouanez Navarra.
Daou vugel he doe:
- Frañsez Febus (1466 - 1483), roue Navarra
- Katelin Navarra (1470 - 1517), rouanez Navarra, dimezet en 1484 da Jean III d'Albret (1469 - 1516).
He gwaz a varvas en 1470, he zad-kaer en 1472, he mamm-gaer en 1479, hag he mab a oa pennhêr. Madalen a voe rejantez en anv he mab, a varvas en 1483 da 17 vloaz, ha goude en anv he merc'h betek 1494.