Mont d’an endalc’had

Charlez VIII (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Charlez VIII)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Charlez VIII
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCharles VIII Kemmañ
Anv-bihanCharles Kemmañ
Anv-familhValois Kemmañ
Titl noblañsroue Bro-C'hall Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Mez 1470 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAmboise Kemmañ
Deiziad ar marv7 Ebr 1498 Kemmañ
Lec'h ar marvAmboise Kemmañ
Doare mervelmarv dre zegouezh Kemmañ
Abeg ar marvGwallzarvoud eus gwazhied an empenn Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of Saint-Denis Kemmañ
TadLoeiz XI Kemmañ
MammCharlotte de Savoie Kemmañ
Breur pe c'hoarAnne de Beaujeu, Janed Bro-C'hall, Joachim de Valois Kemmañ
PriedAnna Breizh Kemmañ
BugelCharles Orlando, Dauphin of France, Charles de France, François de France, Anne de France Kemmañ
FamilhTiegezh Valois Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetkrennc'halleg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargroue Bro-C'hall Kemmañ
RelijionIliz katolik roman, Western Christianity Kemmañ
Kleñvedpolydactyly Kemmañ
Prizioù resevetOrder of Saint Michael Kemmañ
Deskrivet dreCharles VIII of France (1470-1498) Kemmañ
Charlez VIII

Charlez Eizh (1470 – 1498), roue Bro-C'hall, a oa mab mab d'ar roue Loeiz Unnek ha da Charlotte de Savoie (war-dro 1439-1483).

Ganet e 1470 e kastell Amboise ha marvet dre wallzarvoud er memes lec'h e 1498. Ren a reas goude marv e dad e 1483, hogen, pa ne oa nemet 13 vloaz, dindan e c'hoar Anne de Beaujeu betek e vajoriezh e 1491, ha ganti e voe lakaet da zimeziñ da Anna Vreizh.

Klask a reas priñsed ar rouantelezh c'hall lakaat al lezrouanez da blegañ ouzh o bolontezioù hag a renas ar Brezel foll outi eus 1485 da 1488. Loeiz, dug Orleañs, ha Frañsez II, dug Breizh, a vodas aotrounez all evit stourm ouzh armeoù ar Roue.

Brezel gant Breizh ha dimeziñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trec'h e voe Charlez war arme dug Breizh Frañsez II en emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Rediet e voe Frañsez II da sinañ ur feur-emglev e Sablé ma asantas drezañ goulenn aotre ar Roue a-raok eurediñ e verc'hed. Mervel a reas goude dindan miz.
E 1491 ez eas an arme roueel da lakaat seziz war gêr Roazhon, pa oa an dugez Anna Vreizh, 14 vloaz dezhi, a-drek ar mogerioù. Dont a reas Anne de Beaujeu a-benn da rediañ anezhi da zimeziñ gant ar roue yaouank, kaset e voe kuit eus Breizh, ha lidet e voe an eured e kastell Langeais, e Touren.

Peoc'h gant Bro-Saoz hag Aostria

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa dimezet e dad gant Mari Anjev e klaskas Charlez VIII adpiaouiñ gwirioù a oa bet da familh Anjev war rouantelezh Naplez. E 1495 e aloubas dugelezh Milano, met rediet e voe da zont en-dro da Vro-C'hall pa savas war un dro enep dezhañ ar Pab, Alesant VI, an impalaer aostrian, Maksimilian Iañ, Fernan, roue Aragon, ha Republik Venezia.

Mervel a reas goude ur gwallzarvoud, skoet gantañ e benn ouzh gourin un nor izel e kastell Amboise e 1498.

Martezeadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Goude ma n'eus prouenn ebet ez eus bet kontet kreñv ivez e oa bet kontammet, hervez ur c'hiz a vije bet degaset gant ar c'halloued eus Italia.
  • Lod a lavar ivez (Science et Vie, 1992) e oa marvet diwar an naplez, tapet gantañ ar c'hleñved o c'hastaouiñ en Italia. Ha klasket e vije bet kuzhat ar wirionez ouzh e wreg. Nemet ne glot ket, hervez ar vedisined, danevell e varv gant azonoù ar c'hleñved.


En e raok:
Loeiz XI
Roue Bro-C'hall

14831498
War e lerc'h:
Loeiz XII