Caer Celemion
Celemion Rouantelezh Celemion | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Disparti ar Romaned | 410 | |||
- aloubet gant Wessex ha Mercia | VIvet kantved |
Caer Celemion a oa ur rouantelezh vrezhon en Hampshire a hiziv. Ne gaver hogos netra diwarni en testennoù met an arkeologiezh a ziskouez e oa ur greizenn-stourm bennañ eus ar Vrezhoned. Anvioù keltiek o-deus kêriadennoù ar vro evel Andover, Micheldover, Candover ha Pentbridge. Bezioù niverus a gleuzjod e tuchennoù Bro ar C'hleiz, tost a-walc'h eus ar c'helc'hiad ma voe savet Caer Celemion, ma c'haller krediñ e voe kalz emgannoù er rannvro.
Un douflez, Douvez Bokerley, a savas tud Caer Celemion war he harzoù an hanternoz d'en em wareziñ ouzh argasadegoù ar saozon.
Ne anavezer netra diwar-benn he rouaned met mojennoù lec'hel a-zivout ur ramz Orion e anv, a zamveneg bezañs un tiern Einion e anv.
E-pad ar VIvet kantved e voe peuraloubet ar rannvro gant Mercia ha Wessex.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Caer Celemion war History Files
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia