C'hoarioù olimpek hañv 2024
Anv ofisiel | Jeux de la XXXIIIᵉ olympiade |
---|---|
Anv er yezh a orin | Jeux de la XXXIIIᵉ olympiade |
Ger-stur | Games wide open |
Stad | Frañs |
Lec'h | Pariz |
Daveennoù douaroniel | 48°51′24″N 2°21′8″E |
Raklec'hiet gant | C'hoarioù Olimpek hañv 2020 |
Heuliet gant | C'hoarioù Olimpek hañv 2028 |
Edition number | 33 |
Broadcast by | Olympic Broadcasting Services, Eurosport, Televisión Española, France Télévisions |
Deiziad | 2024 |
Deiziad kregiñ | 26 Gou 2024 |
Deiziad echuiñ | 11 Eos 2024 |
Darvoud-alc'hwez | 2024 Summer Olympics opening ceremony |
Organizer | Paris Organising Committee of the Olympic and Paralympic Games 2024 |
Officially opened by | Emmanuel Macron |
Oath made by | Mélina Robert-Michon, Florent Manaudou |
Torch lit by | Marie-José Pérec, Teddy Riner |
Mascot | Olympic Phryge |
Final event | 2024 Summer Olympics closing ceremony |
Arload ofisiel | Olympics - Paris 2024 |
Lec'hienn ofisiel | https://olympics.com/fr/paris-2024 |
Hashtag | Paris2024 |
A implij | Trois coups |
C'hoarioù olimpek hañv 2024, pe C'hoarioù an XXXIIIvet Olimpiadenn ent-ofisiel, a vo dalc'het etre ar 26 a viz Gouere hag ar 24 a viz Eost e Bro-C'hall, e Pariz dreist-holl. Ar gêr-mañ eo an hini a voe dibabet gant ar Poellgor Etrebroadel Olimpek e Lima, e Perou, d'ar 17 a viz Gwengolo 2017. An eil kêr eo da sevel C'hoarioù olimpek evit an trede gwech (1900, 1924 ha 2024), goude Londrez (1908, 1948 ha 2012), hag a-raok Los Angeles (1932, 1984 ha 2028).
Embannet ez eus ur budjed a 6,6 miliard a euroioù[1]. Evit ar wech kentañ ne vo ket savet al lid-digeriñ er stad olimpek met e kreiz-kêr, war an Saena.
Ar maskodennoù dibabet n'int ket ul loen, evel m'emañ ar boaz d'ober, met ur boned frigian, gant divrec'h, divc'har ha daoulagad bras. Ober a reont dave d'an Dispac'h gall. Anvet "Phryges", unan zo olimpek, eben paralimpek, gant ur c'harosod. Kavet e vint e stumm t-shirtoù, dougoù-alc'hwezioù ha feurennoù.
Loc'hañ a reas ar flamm olimpek eus Gres e-bourzh an teirgwern Belem hag errout a reas e Marsilha e miz Mae 2024, a-raok treuziñ 64 tiriad hag ouzhpenn 400 kêr e Frañs e-pad 2 viz.
Tabutoù ha chaladurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a wallreuz a zo bet ganet adal c'hoarioù olimpek hañv 2024, lod a zo a-fed an en-dro, padal lod all niverusoc'h a zo liammet gant ar surentez. Lod chaladurioù a zo liammet gant gwirioù Mab-den, lod all dre ma 'z eo bet aotreet Israel da gemer perzh e-liamm gant ar Brezel etre Israel hag an Hamas, ha memestra gant ar sportourien rusian pe belarusian hag a gemero perzh er c'henstrivadegoù gant ar statud neutral e-liamm gant Aloubadeg Ukraina gant Rusia.
D'ar 25 diouzh an noz eo bet taget linennoù tren an SNCF, kudennoù bras a vo gant an trenioù betek an dibenn sizhun[2]. An SNCF a embann n'eo ket un dagadenn urzhiataerel met tagadennoù dafar linennoù tren[3].
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Paris 2024, 7 ans de préparation e France Inter, 14 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ https://www.francetvinfo.fr/economie/transports/direct-la-sncf-demande-a-tous-les-voyageurs-de-reporter-leur-voyage-et-de-ne-pas-se-rendre-en-gare_6687783.html
- ↑ https://www.clubic.com/actualite-533667-pagaille-a-la-sncf-cyberattaque-et-ou-actes-de-malveillance-mais-que-se-passe-t-il.html