Belem

Eus Wikipedia
Ar Belem er-maez d'ar Gerveur e 2008.
Ar Belem o tont e porzh Baiona e 2006.
Ar Belem ouzh ar c'hae e Bourdel e 2007.

Belem eo anv al lestr teirgwern a voe savet e Naoned da vont betek Belém do Pará, e Brazil, e dibenn an XIXvet kantved. Bez' ez eo ar Belem (1896) an teirgwern diwezhañ e Bro-C'hall, an hini koshañ en Europa e stad vat a-walc'h da vont war vor hag an eil lestr-dre-lien brasañ a zo c'hoazh er Frañs. Bet eo implijet kalz e-kostez an Antilhez. Gwerzhet e voe da Saozon, Sir Arthur Guinness, da Italianed ha da C'hallaoued a-benn ar fin. Implijet e voe evel lestr-samm. Adkempennet e voe goude da bourmen tud. Adkavet e voe e foñs lenn-vor Venezia e fin ar bloavezhioù 1970 en ur stad fall-spontus. Ur c'hef-diazez a zo bet savet gant sikour ur bank brudet a-benn adprenañ hag adkempenn al lestr. Implijet e vez bremañ d'ober aocherezh, da bourmen tud, da zeskiñ merdeiñ dezho, da aozañ stajoù hag alies evel lestr diskouez e bodadegoù meur ar bageerezh giz-gwechall (Rouen, Brest...).

Rummet eo bet ar Belem e-touez ar monumantoù istorel abaoe ar 27 a viz C'hwevrer 1984.

E-kerzh an hañv 2008 e oa bet ar "Belem" e porzh Montreal goude bezañ paouezet e Kêr-Gebek e-kreiz gouelioù 400 vloaz krouidigezh ar gêr-se gant Samuel de Champlain e 1608. Bretoned ar vro-hont a oa eno evit ober degemer mat d'ar vartoloded.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.