Mont d’an endalc’had

C'hoarioù olimpek hañv 2024

Eus Wikipedia
Produioù deveret e feur ar bonedoù frigian olimpek ha paralimpek.

C'hoarioù olimpek hañv 2024, pe C'hoarioù an XXXIIIvet Olimpiadenn ent-ofisiel, a vo dalc'het etre ar 26 a viz Gouere hag ar 24 a viz Eost e Bro-C'hall, e Pariz dreist-holl. Ar gêr-mañ eo an hini a voe dibabet gant ar Poellgor Etrebroadel Olimpek e Lima, e Perou, d'ar 17 a viz Gwengolo 2017. An eil kêr eo da sevel C'hoarioù olimpek evit an trede gwech (1900, 1924 ha 2024), goude Londrez (1908, 1948 ha 2012), hag a-raok Los Angeles (1932, 1984 ha 2028).

Embannet eo ur budjed a 6,6 miliard a euroioù[1]. Evit ar wech kentañ ne vo ket savet al lid-digeriñ er stad olimpek met e kreiz-kêr, war an Yonne.

Ar maskodennoù dibabet n'int ket ul loen, evel e vez boaz d'ober, met e stumm ar boned frigian, gant divrec'h, divgamm ha daoulagad bras. Ober a reont dave d'an Dispac'h gall. Anvet "Phryges", unan zo olimpek, eben paralimpek, gant ur c'harosod. Displeget int e t-shirtoù, dougoù-alc'hwezioù ha feurennoù.

Loc'hañ a reas ar flamm olimpek eus Gres e-bourzh an teirgwern Belem hag errout a reas e Marsilha e miz Mae 2024, a-raok treuziñ 64 tiriad hag ouzhpenn 400 kêr e Frañs e-pad 2 viz.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]