Mont d’an endalc’had

Kaouenn-erc'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bubo scandiacus)
Kaouenn-erc'h

Ur gaouenn-erc'h


Chalus (VU)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Strigiformes
Kerentiad : Strigidae
Genad : Bubo
Anv skiantel
Bubo scandiacus
(Linnaeus, 1758)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar Gaouenn-erc'h[1] a zo un evn-preizh, Bubo scandiacus (gwechall : Nyctea scandiaca ; Linnaeus (1758) : Strix scandiaca[2]) an anv skiantel anezhañ.
Anv latin an toud meur eo anv ar genad Bubo ; latin nevez eo scandiacus evit Skandinavia. Betek nevez zo e veze lakaet Bubo scandiacus da spesad nemetañ ur genad all anvet Nyctea, ha Nyctea scandiaca e oa anv a veze roet d'al labous ; dre zielfenniñ an TDN avat eo bet kavet eo ar gaouenn-erc'h ur c'har tost d'ar genad Bubo – met lod skiantourien eo gwell dezho ober Nyctea scandiaca anezhi c'hoazh.

Ne oa kudenn ebet gant stad al labous e 2015 hervez an IUCN rak stabil e oa ar boblañs[3], hogen da chalus eo bet lakaet e 2017 pa'z eus bet muzuliet un digresk[4].

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur gaouenn-erc'h o nijal.

Ar gaouenn-erc'h zo unan eus al laboused bet deskrivet gant Linnaeus en 10vet embannadur eus e Systema Naturae (1758) ma voe anvet Strix scandiaca gantañ.

Kar eo d'an touded, ha toupennoù (“divskouarn”) he deus evel evel ar re-mañ, daoust ma n'int ket hewel-kaer. Unan eus ar c'haouenned brasañ ha ponnerañ eo : etre 52 ha 71 cm eo ment al labous, etre 1,25 m ha 1,50 m eo e hed-eskell, etre 1,6 ha 3 kg a bouez a vez ennañ ; melen eo e zaoulagad ha du e bigos.
Gwenn penn-da-benn e vez ar pared ; un nebeud tarchoù du zo war pluñv ar parezed ; brizhellet du eo ar ploged, lod anezho o vezañ duoc'h eget gwenn.
Tev eo pluñv ar c'haouenned-erc'h, betek war o favioù, ar pezh a aesañ o buhez e tu Norzh kelc'h Arktika.

Pa vez kludet e sell alies al labous ouzh an heol, ar pezh a ziskouez eo boas da sellout a-bell e lec'hioù ec'hon ha digor. War a seblant eo gouest d'en em reterañ dre an heol pe an avel, diouzh an amzer.

Gouennañ
Ur vi kaouenn-erc'h

War an douar, e laez ur roc'hell pe un duchennig dierc'h e sav Bubo scandiacus e neizh evit gallout gwelout a-bell ha dibradañ aes da hemolc'hiñ ; a-wechoù e ra gant neizh dilezet un erer. Gouest eo ur par da speriañ div barez ; en degouezh-se e vez savet daou neizh, war-dro ur c'hilometr an eil diouzh egile.
Ar barez a gleuz strad an neizh a-raok dozviñ etre 3 hag 11 vi en hanterenn gentañ an hañv (Mae ha Mezheven), unan-hag-unan a-hed meur a zevezh. Goude ur pemp sizhunvezh bennak e tiglor ar ploged gwenn-kann, a vez prederiet gant ar c'houblad. Lod ploged a c'hall bout 10 pe 15 gwech brasoc'h eget ar re vihanañ, hogen biskoazh n'eus bet gwelet reoù o lazhañ reoù all. Gant ar c'houblad e vez difennet an neizhiad diouzh ar preizhered : bleizi ha lern arktik war an douar, korvideged ha sparfelled-mor en oabl. Gant ar par e vez difennet an neizh pa vez ar barez o c'horiñ pe o voueta ar ploged.

War-nes tapout merenn

Lemminged ha krignerien all a vez tapet gant al laboused kreñv-se e-pad mare ar gouennañ. Pa vez nebeutoc'h eus ar re-se e tebront ploged brugyer. A vare da vare, diouzh fonnusted o boued er goañv pergen, e c'hall al labous treiñ war-du ur skalfad ledan a breizhoù : gedon, gozed, gwiñvered, lapined, logod, moreganed, razhed, razhed-musk ; preizhoù brasoc'h a dap diwar trapoù bet staliet gant tud, evel rakouned (a c'hall bezañ ken ponner ha 12 kg en annezva ar gaouenn-erc'h).
Laboused all a ya ivez da voueta Bubo scandiacus : fazaned, gouelaned, gwazi, houidi, jualenned, lec'hidtrigaded (isurzhad Charadrii), plomered, skilgoged (genad Tetrao), ha laboused kaner ; evned preizh all zoken a ya ganto a-wechoù, kaouenned all en o zouez. Pesked a ya ganto ivez pa gavont tro.

Eeun-tre eo doare ar gaouenn-erc'h da gavout fred : kludañ ha gortoz, war an deiz ha diouzh noz. Pa wel ur preizh en e dap a-ziwar an douar, diwar nij pe diouzh an dour a-daolioù seul troad. Ret eo da bep labous tapout da nebeutañ dek logodenn bemdez evit dreistbevañ ; gouest eo da zebriñ tremen 1 600 lemming ar bloaz. Gagn a c'hell debriñ pa ne gav preizh bev ebet.

Evel kigezaded all e lonk ar c'haouenned-erc'h o freizhoù bihan en un taol ; dre drenkennoù kreñv o stomog e tileizhont ar c'hig a-raok dislonkañ bouloùigoù eskern, dent, pluñv, feur hag all un 18 pe 24 eurvezh goude ar pred. Alies e tislonkont er memes lec'h, ma kaver stank ar bouloùigoù. Pa vez bras ar preizh e vez pigoset ha ne vez boulig ebet.

  • ██ Gouennañ
  • ██ E-maez gouennañ
  • En Norzh d'al ledred 60° Norzh, e broioù arktikel en hañv, da vare ar gouennañ, e vev Bubo scandiacus.
    Kantreadek eo al labous, ha diouzh stankter e breizhoù e c'hall diskenn izeloc'h er Su da ouennañ, met toundra an Arktik eo e ziriad pennañ evit gouennañ : Alaska an Norzh, Kanada an Norzh hag Eurazia an Norzh. Lod laboused a chom en o ziriad gouennañ e-pad ar goañv, lod all a emdizh war-du ar Su, betek Skandinavia ha Kebek.[5]
    Dre ma plij an toundra d'ar c'haouenned-erc'h e c'hallont en em gavout e takadoù ec'hon damheñvel e biz SUA, e rannvro al Lennoù Meur ha morskornegi ar Meurvor Atlantel ; lod laboused zo bet gwelet izeloc'h c'hoazh, betek Hawaii, harzoù su Rusia ha beg gwalarn Sina.

    E dibenn ar Pleistoken (etre –80 000 ha –16 000) e veze kavet e Bulgaria[6], e Bro-C'hall hag er pep brasañ eus Italia.[5]

    E miz C'hwevrer 1886 e pradas ur gaouenn-erc'h skuizh-divi war unan eus gwernioù al lestr Ulunda tremen 600 km diouzh an Douar-Nevez, an douar tostañ ; paket e voe, ha war ziskouez emañ er Maritime Museum of the Atlantic e Skos Nevez[7].

    Etre 1967 ha 1975 e veze kaouenned-erc'h o ouennañ war Enez Fetlar en Inizi Shetland e Bro-Skos. Gwelet e voe parezed en hañv 1993, met bremañ ne vez gwelet Bubo scandiacus e Breizh-Veur nemet dibaot a wech, er goañv, e Na h-Eileanan Siar hag en Am Monadh Ruadh[8].

    E miz Genver 2009 e voe gwelet ur gaouenn-erc'h e Spring Hill, Tennessee, 22 vloaz goude ur weladenn all e 1987. E-kerzh ar goañvez 2011-2012 e voe gwelet miliadoù a laboused e meur a lec'h en SUA[9] ; muioc'h c'hoazh a voe e 2013-2014, ha gwelet e voe Bubo scandiacus e Florida[10].

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

    Notennoù ha daveennoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. Hor Yezh, niv. 203-204, p. 33, Gwengolo-Kerzu 1995).
    2. (en) AnimalBase.
    3. (en) IUCN
    4. (en) IUCN
    5. 5,0 ha5,1 Bubo scandiacus war al lec'hienn Avibase.
    6. (en) ResearchGate
    7. (en) The Marine Curator
    8. (en) BBC News, 13/05/2008
    9. (en) Reuters
    10. (en) CTV News, 05/01/2014