Mont d’an endalc’had

Logodenn

Eus Wikipedia

Logod

Logodenn voutin
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Rodentia
Kerentiad : Muridae
Genad : Mus
Anv skiantel
Mus musculus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Al logod a zo bronneged krigner renket er genad Mus. Droukvesket e vezont gant ar razhed a-wechoù.

Hollegezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo mat-tre al logod a gaver en tiez, ar Mus musculus. En holl vroioù pe dost e vevont.
Implijet e vezont er vevoniezh evel patrom korfoù ar bronneged. Maget ha doñvaet e vezont gant lod tud ivez.
E Stadoù-Unanet Amerika e kaver logod o zreid gwenn (Peromyscus leucopus) ha logod-yourc'h (Peromyscus maniculatus) a c'hell ober o annez en tiez ivez. "Kengouvidi mab-den" a reer eus ar spesadoù-se.

Logodenn voutin (Mus musculus)
Rakdent Mus musculus

Alies e vez graet « logod » eus krignerien vihan all ha n'int ket eus ar genad Mus (muenned, morzigelled hag all). Kemmesk a c'hall c'hoarvezout ivez gant loened bihan ha n'int ket krignerien zoken, evel an tunig, ar minelled pe ar minoc'hed.

  • An anv-stroll eo "logod" ; "logodenn" eo an unanderenn.
  • Ur ger karantezus eo logodenn, hag a vez lavaret d'ar vugale : Ma logodenn(ig) !

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger logod er
wikeriadur, ar geriadur frank.