Goz
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Ur c'hoz Europa
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Soricomorpha | ||
| Kerentiad : | Talpidae | ||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar gozed zo bronneged bihan, du o blev, amprevanetaerien ha turierien.
An darn vrasañ eus ar gozed zo rummataet er c'herentiad Talpidae, war un dro gant an desmaned.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Twrch Daear e kembraeg, da lavarout eo tourc'h douar. Turiañ douar a ra tourc'h ha goz.
- Mole e saozneg, mol en izelvroeg. Un anv tiegezh stank eo Demol.
Spesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez ar spesadoù gozed emañ :
- goz Europa (Talpa europaea)
- ar c'hoz dall (Talpa caeca)
- goz Roma (Talpa romana)
Loened all zo anvet gozed daoust dezho bezañ en ur c'herentiad all, evel ar c'hoz c'hodellek eus Aostralia pe ar gozed-aour da skouer.
Lavaroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Evañ evel un toull-goz: evañ kalz ha buan.