Bruzivili
Bruzivili | ||
---|---|---|
Ar maerdi. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Brisstaud | |
Anv gallek (ofisiel) | Brusvily | |
Bro istorel | Bro Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Dinan | |
Kanton | Lanvalae | |
Kod kumun | 22021 | |
Kod post | 22100 | |
Maer Amzer gefridi | Danielle Robert 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Dinan Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Dinan | |
Lec'hienn web | https://www.brusvily.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 166 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 99 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 105 m bihanañ 54 m — brasañ 111 m | |
Gorread | 11,83 km² | |
kemmañ ![]() |
Bruzivili a zo ur gumun eus Bro Sant-Maloù e kanton Lanvalae, e departamant Aodoù-an-Arvor, e Norzh Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War ar stêr Guinefort emañ Bruzivili
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ogée (1780); Marteville & Varin (1843) : Brusvili.
- Bernard Tanguy (1992) : " Eccl. S.Maclovii de Bluscueli, mil. du XIIe s.; Blusweli, 1156; Brusvily, 1181; Blusivily, 1182; Blusivily, 1187; Bruscvily, 1407; Brusivili, 1440; Brusvilly, XVe s.; galloeg Brustao.
- Erwan Vallerie (1995) : "Blusweli, 1156; Blusvuli, 1182; Blasvuli, 1187; Blusivili, 1187; Plessiaco Bili, 1256; Brusili, XIVè; Bruscvily, 1407; Brussuilly, 1630; Brusville, 1654"
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bernard Tanguy ː "Kudennek a chom e anv ...". Tostaat a ra bepred Bernard Tanguy an anv se ouzh hen-brezhoneg gueli, hirie gwele, gant talvoudegezh familh, diskennidi eus ar memes "gwele".
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
en glazur e sourin en arc'hant eilet gant div rodig-kentr ivez en argant
Diouzh ardamezioù familh la Vallée, kizellet e-barzh iliz ar barrez. Ardamezioù se a zo douget ivez gant familh Rocher de Quengo.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bruzivili e oa ur barrez eus eskopti Sant-Maloù
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: graet e voe al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person en ur sevel diferadennoù na c'hellent ket bout degemeret gant ar Vodadenn vonreizhañ vroadel[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 36 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,01 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas tri den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz nevez katolik Sant Maloù. (marc'had 11 C'hwevrer 1867; echuet er fin 1868; sakret an 21 Gwengolo 1873)[4]
- Maner Kengo (XVIt pe XVIIt)
- Maner Vau-Rouault (XVIIIt)
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 |
---|---|---|---|---|---|---|
635 | 658 | 677 | 711 | 794 | 794 | 952 |
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl |
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dimezell du Rocher, lezanvet Victoria, pe jeneral Viktor; penngadourez chouan[5]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Daniel Delattre ː Les Côtes d'Armor. Les 372 communes. 2004
- Michel Froger & Michel Pressensé ː Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
- A. Merteville & P. Varin, warlec'hien Ogée; 1843.
- J.-B. Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne; 1780;
- Régis de Saint-Jouan : Département des Côtes d'Armor. Dictionnaire des communes. Conseil général des Côtes d'Armor.1990.
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Embannadurioù Chasse-Marée Ar Men. 1992.
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.20
- ↑ 3,0 ha3,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Régis de Saint-Jouan, p. 131
- ↑ Daniel Delattre, p. 18