Bren (fuzuilh-vindrailher)
Fuzuilh-vindrailher Bren | |
---|---|
Ur fuzuilh-vindrailher Bren Mk I. | |
Kinnig | |
Bro | Rouantelezh-Unanet |
Mont en-dro | Fuzuilh-vindrailher aotomatek |
Munisionoù | .303 British, 7,62 × 51 mm NATO ha 7,92 × 57 (e Sina e-pad an Eil Brezel-bed) |
Produerien | Arsanailh Enfield, Monotype, John Inglis & Co (Kanada), arsanailh Ichhapur (India), Lithgow Small Arms Factory (Aostralia) |
Mare implij | 1938 - 1992 (Rouantelezh-Unanet) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 10,35 kg (Mk I hag Mk II)
8,68 kg (Mk III hag Mk IV) |
Mas (karget) | 11,25 kg (Mk I hag Mk II)
9,75 kg (Mk III hag Mk IV) |
Hirder | 1.160 mm (Mk I hag Mk II)
1.090 mm (Mk III hag Mk IV) |
Hirder ar c'hanol | 635 mm |
Perzhioù all | |
Lusk-tennañ | 500 tenn/mn |
Hed-tenn pleustrek | 550 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 743 m/s |
Endalc'h | Kargerioù 30 pe 100 kartouchenn / Kargerioù 20 kartouchennoù evit adstummoù zo er c'halibr 7,62 mm |
Adstummoù | Mark I, Mark II, Mark III, Mark IV |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar Bren (pe BREN) zo ur fuzuilh-vindrailher breizhveuriat. Deveret eo eus ar ZB-30 tchekoslovakiat. Implijet e vez abaoe 1937 er British Army ha pevar adstumm nesañ anezhi a zo bet produet. Dont a ra hec'h anv eus an daou lec'h m'eo bet ijinet, BR evit Brno (Tchekoslovakia) hag EN evit Enfield, un aroñdisanant eus Londrez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Mae 1935 a tapas ar Rouantelezh-Unanet an aotre da broduiñ an arm tchekoslovak ZBG-34. Kemmoù a voe degaset, evel implij ar c'halibr .303 British e-lec'h ar 7,92 x 57 mm tchek. 280.000 Bren a voe produet gant arsanailh Enfield e-pad an Eil Brezel-bed. Skouerennoù all a voe graet gant ar strollad Monotype, en India Breizhveuriat (arsanailh Inshapur), e Kanada (John Inglis & Co) hag en Aostralia (Lithgow Small Amrs Factory). Pourveziet e voe ar Gevredidi, Sina hag an emsavoù Rezistañs en Europa gant fuzuilhoù-mindrailher Bren.
Brudet e oa ar Bren evit bezañ solut ha fiziapl. Produet e voent eus 1938 betek 1958. Goude ar bloavezh-se e voe treuzfeurmet lod anezhe evit ar munision 7,62 × 51 mm standart en AFNA. Implijet e voent e brezel Indez-Sina, brezel Korea, brezel an Inizi Maloù pe brezel ar Pleg-mor.
Adstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar stumm eus an arm a voe produet (Mark I da Mark IV, a-wechoù berraet e Mk). Disheñvel e oa o hirder ha munudoù all. An daou gentañ anezhe, ar Mark I hag ar Mark II, a voe roet d'an droaderien. Ar Mark III hag ar Mark IV a oa bet savet evit an harzlammerien. Ar Bren a servijas ivez evel arm a-enep ar c'hirri-nij e-bourzh ar Bren Carrier.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Martin J. Dougherty, Armes à feu : encyclopédie visuelle, Elcy éditions, 304 p.