Mont d’an endalc’had

Boule de suif

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Boule de Suif)
Golo un embannadur eus Boule de Suif (1902)

Boule de suif ("Soavenn") zo un danevell c'hallek gant ar skrivagner gall Guy de Maupassant, skrivet e 1879 hag embannet e 1880. Da gentañ e oa bet lennet e miz Genver gant an oberour dirak e vignoned eus ar « groupe de Médan », ha goude embannet en dastumad danevelloù savet a-stroll hag anvet Les Soirées de Médan, e miz Ebrel 1880. Klenket e vez e-touez e zanevelloù a-zivout brezel 1870.

« Boule de suif […] zo ur bennoberenn », a skrive Gustave Flaubert(Daveoù a vank). Ne oa ket danevell gentañ Guy de Maupassant, met gant honnezh ez eo bet lakaet da vestr.

Brezel 1870 : dek den zo o tec'hel en ur c'harr-post eus kêr Rouen aloubet gant ar Brusianed. En o zouez ez eus ur c'hast anvet Élisabeth Rousset, lesanvet Boule de suif dre ma'z eo tev. En em reiñ a ra d'un ofiser evit saveteiñ ar re all, a ra fae warni koulskoude.

Goude berzh an danevell e voe pedet Maupassant gant Arthur Meyer, perc'henn ar gelaouenn Le Gaulois, da skrivañ danevelloù ha kronikoù. E-pad seizh vloaz eta e kasas e skridoù d'ar gelaouenn, sinet gant e anv.

Meur a filmaozer zo bet awenet gant an danevell, unan anezho o vezañ John Ford evit ar western Stagecoach e 1939[1].

  1. Internet Movie Database ; La Chevauchée fantastique eo an titl gallek.