Betelgeuse
Betelgeuse (α Orionis) zo ur ramzsteredenn ruz a steredeg Orion. Gellout a ra bout envel Mabon ivez e brezhoneg(Daveoù a vank). 9vet steredenn lugernusañ an oabl eo. Neoazh, daoust mah eo anvet alpha e dezanvadur Bayer, n'eo nemet an eil e steredeg Orion, goude Rigel. Unan a vegoù tric'horn ar Gouiañv eo, a-gevret get Sirius ha Procyon.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Donet a ra hec'h anv ag an arabeg ragislamek يد الجوزا, yad al-jawzāʾ, ar pezh a dalv « dorn al-jawzāʾ». Hogen, displann eo ha da gentañ e veze graet getañ evit komz a steredeg Orion en he fezh. Treuzskrivet fall e vije bet e-korf ar Grennamzer en Europa e "Bedalgeuze".
E brezhoneg ez eo bet kenniget an anv Mabon é tonet ag ar vitologiezh kelt evit envel Betelgeuse[1].
Pellder
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2013, a-drugarez d'an teleskop-egor Herschel ez eus bet jedet e oa 500 blead-gouloù douzh an Douar.
Dezverkoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skoaz dehou Orion/Mabon eo.
Ur ramzsteredenn ruz eo hag unan a lugernusañ stered hor galaksienn eo hag unan ag ar re vrasañ ag ar c'horn-mañ ag Hent Sant Jakez. 1 000 gwezh brasoc'h evit an Heol eo ha skinañ a ra èl 10 000 anezhañ.
Emañ Betelgeuse àr he zalaroù ha tarzhañ a ray en ur supernova èl razh stered Orion. Pa darzho, a-benn un toullad miliadoù a vleadoù avamañ, e c'hellor he gwelet ag an Douar e barr an deiz.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Joseph Monard, Astronymie et onomastique calendaire celtiques, le ciel et l'année chez les Celtes, Label LN, 2005.