Sirius

Sirius, anvet Steredenn ar C'hi e brezhoneg[1], eo ar steredenn skedusañ eus Steredeg ar C'hi Bras, ha skedusañ steredenn an oabl noz war un dro.
Dre m'eo Canis Major (berraet e CMa) anv latin hag etrebroadel ar steredeg ez eo Alpha Canis Majoris (α CMa) berradur etrebroadel Sirius, α o verkañ steredenn skedusañ pep steredeg.
Lec'hiañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar steredeg anvet Monoceros (Mon), "an Unkorneg" e brezhoneg, zo etre Steredenn ar C'hi Bras ha Steredeg ar C'hi Bihan. Er Su da Brocyon, steredenn skedusañ ar C'hi Bihan, emañ α Mon, hag er Gevred da α Mon emañ Sirius en oabl boull ar goañv.
Arabat droukveskañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arabat eo droukveskañ ar C'hi Bras (Canis Major/CMa) gant Steredeg ar C'hi Bihan (Canis Minor/CMi) ; Procyon eo anv etrebroadel α CMi, ha "Kian" eo hec'h anv brezhonek[2].
Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Korf-egor, evit gouzout hiroc'h diwar-benn anvioù ar steredegi hag ar steredennoù pennañ.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ F. Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, p.694b, ha Geriadur Hemon-Huon, 1978, 1993, 2005.
- ↑ Joseph Monard, Astronymie et onomastique calendaire celtiques, 2005, Label LN, p.88.