Hent Sant Jakez

Eus Wikipedia
Hentoù Sant Jakez, en Europa.

Hent Sant Jakez (pe Camiño de Santiago e galizeg) eo anv an hent, pe an hentoù, a gase pirc'hirined ar Grennamzer da-vetek iliz-veur Santiago de Compostela, e Galiza, e gwalarn ledenez Iberia, e-lec'h ma vije bet beziet relegoù an abostol Jakez an Henañ, hervez ar vojenn, war-lerc'h ma voe kavet ar relegoù-se e Libredón, en Santiago de Compostela, e-kerzh ren Alfonso II Asturiez, roue Galiza hag Asturiez.