Berengar
Neuz
Berengar a zo un anv-bihan brezhonek, saoznek, alamanek ha svedek, a orin frankek. Roet e oa d'ar baotred e tiegezhioù uhel frank er Grennamzer, ha douget eo bet e kalz broioù d'ar mare-se. Dont a rafe eus ar gerioù germanek "goaf ar brezelour".
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Berengarius e latin, Berengaria evit ar merc'hed
- Bérenger ha Béranger e galleg
- Berengario en italianeg
- Berenguer e katalaneg
- Berenguier ha Berengier en okitaneg
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Berengar Roazhon, kont Roazhon e penn kentañ an Xvet kantved, a vije ar memes den ha Berengar II Neustria.
- Yezekael Berengar e vab, anavet e galleg evel Juhel Bérenger, kont Roazhon adalek war-dro 930 betek 970.
- Jafrez Iañ, dug Breizh, a oa anvet ivez Jafrez Berengar, abalamour d'e dadoù-kozh : Jafrez, kont Anjev, ha Yezekael Berengar kont Roazhon.
- Berenguer de Palou, anv meur a zen
- Ramon Berenguer, anv pevar c'hont eus Barselona
- Berenguer Ramon, anv daou gont eus Barselona
- Berenguer de Cruïlles, eskob Girona ha kentañ prezidant Generalitat Katalonia
- Berenguer d'Entença, marc'heg katalan
- Berenguier de Palazol, troubadour
- Berenguer d'Anoia, troubadour
E broioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Berengar Toloza (Berengarius Sapiens), kont Toloza (814-835)
- Berengar Neustria, a vez graet eus daou zen:
- Berengar Iañ Neustria
- Berengar II Neustria, kont Bayeux en IXvet kantved, ha kont Roazhon
- Berengar Italia, a vez graet eus daou zen:
- Berengar Iañ Italia, roue al Lombarded en Xvet kantved.
- Berengar II Italia, roue al Lombarded en Xvet kantved.
- Berengar Teurgn, doueoniour gall en XIvet kantved.
- Berengar, eskob Venosa (Su Italia).
- Berengar Namur, kont Namur en Xvet kantved.
- Berengar, eskob Marsilha, war-dro 884.
An anv gallek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roet e vez an anv-bihan Bérengère d'ar merc'hed. Béranger ha Bérenger a zo anvioù-tiegezh dreist-holl hiziv.
Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- François Béranger, kaner.
- Louis Béranger (1871 Naoned-1957 Bourdel), skrivagner brezhonek, ezel Goursez Breizh.