Mont d’an endalc’had

Beinn na Faoghla

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Benbecula)
Beinn na Faoghla
enezenn
Rann eusNa h-Eileanan Siar Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Kêr-bennBalivanich Kemmañ
E tiriadNa h-Eileanan Siar Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC±00:00 Kemmañ
Kontelezh istorelInverness-shire Kemmañ
War riblMor an Inizi Gall Kemmañ
Lec'hiadurNa h-Eileanan Siar Kemmañ
Daveennoù douaroniel57°26′45″N 7°19′11″W Kemmañ
Poent uhelañRuaval Kemmañ
Map
Pelec'h emañ Beinn na Faoghla

Beinn na Faoghla (pe Beinn nam Faoghla pe Beinn nam Fadhla[1], distaget /peɲəˈvɤːlˠ̪ə/ e gouezeleg ; Benbecula e saozneg) zo un enezenn eus an Inizi Gall, e gwalarn Bro-Skos. Emañ etre Uibhist a Tuath, en hanternoz, hag Uibhist a Deas, er c'hreisteiz. Liammet eo ouzh an div enezenn-se war-bouez chaoserioù a dremen an hent A865 warno.

Izel eo an enezenn, gant he lec'h uhelañ e Ruibheal, 124 metr a-us live ar mor. En em astenn a ra an enezenn a-hed un 10 km bennak eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz. Baile a Mhanaich (Balivanich) eo kêriadenn vrasañ an enez ; un aerborzh bihan zo e-kichen.

Gwechall e oa Beinn na Faoghla unan eus kreñvlec'hioù ar gouezeleg e Bro-Skos. Met e 1958 e oa deuet arme Breizh-Veur da staliañ ur greizenn war an enezenn ha kement-se en deus bet efed war ar yezh kaozeet eno. E niveradeg 2001 e oa bet kavet 56% a ouezelegerien e Beinn na Faoghla, a oa poblet gant 1 300 den. E Baile a Mhanaich e oa an dregantad bihanañ anezho : 37% hepken. E kêriadennoù all an enezenn e oa etre 74% ha 62% a ouezelegerien[2].

  1. Mac an Tàilleir, Iain (2003) Placenames. (pdf) Pàrlamaid na h-Alba. 20 August 2008.
  2. Mac an Tàilleir, Iain (2004) 1901-2001 Gaelic in the Census (PowerPoint ) Linguae Celticae. 1 June 2008.