Banniel an Izelvroioù

Eus Wikipedia
Banniel an Izelvroioù
Banniel an Izelvroioù
Kenfeurioù 2:3
Kod bannielouriezh

Banniel douar ha mor

Anv (pe lesanv)
Degemeret e abaoe 1572; 1937 (19/02/1937) evit an doare a-vremañ
Livioù
  • ██ ruz P186C
  • ██ gwenn
  • ██ glas P286C
  • Banniel an Izelvroioù zo ennañ tri liv, ruz, gwenn ha glas, a-led. Heñvel eo ouzh banniel Luksembourg, war-bouez arliv ar glaz, hag ar c'henfeur.

    Ar stadoù emren eus an Antilhez a zo e dalc'h Rouantelezh an Izelvroioù (Aruba, Curaçao, Sint Maarten) o deus pep a vanniel dezho o-unan.

    Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Er Grennamzer e oa bannieloù disheñvel gant pep proviñs. E dibenn ar XVvet kantved pa voe unanvet proviñsoù an Izelvroioù dindan un aotrou hepken e voe graet gant ur banniel boutin evit aroueziañ o unander : Kroaz Bourgogn a reer eus ar banniel-se, gant bodoù lore ruz kroaziet war ur foñs gwenn.

    Banniel ar Seitek Proviñs
    Banniel ar Priñs
    Banniel triliv ar Republik Batav

    Dont a ra ar banniel zo bremañ eus ar « Prinsenvlag », « banniel ar priñs ». Gwilherm Oranje-Nassau, a oa e penn an emsavadeg a-enep ar Spagnoled, er XVIvet kantved, eo en doa graet gant ur banniel triliv orañjez, gwenn ha glas e livioù, a zeuas da vezañ re ar Proviñsoù-Unanet (Republik ar Seizh Izelvro-Unanet). Diwezhatoc'h e voe lakaet liv ruz e-lec'h al liv orañjez, evit ma vije gwelet splannoc'h moarvat.

    Pa voe savet ar Republik Batav d'ar 14 a viz C'hwevrer 1796 e voe kemeret ar banniel triliv-se da arouez ivez, gant un dresadenn er c'horn uhelañ gant tudenn ar Frankiz hag al leon eus an Izelvroioù. Adkemeret e voe an triliv boas gant tiegezh Oranje, pa zeuas e penn ar vro adarre e 1814.

    Ar banniel triliv ruz, gwenn ha glas, evel m'emañ bremañ, a oa bet degemeret da vat gant ar vro e 1937.

    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.