Banniel Luksembourg
| ||
Kenfeurioù | 3:5 pe 1:2 | |
Kod bannielouriezh |
Banniel douar | |
Degemeret d'an | 12/06/1845; 23/06/1972 (lezenn) | |
| ||
Kenfeurioù | 5:7 | |
Kod bannielouriezh |
Banniel listri hag aerlistri | |
Anv (pe lesanv) | Roude Léiw (Leon ruz) | |
Livioù |
Banniel Luksembourg eo banniel broadel Dugelezh Veur Luksembourg. Un banniel triliv eo gant teir bandenn gevatal a-led, ruz, gwenn ha glas. Peuzheñvel eo ouzh Banniel an Izelvroioù nemet ez eo sklaeroc'h arliv ar glaz, hag ivez gant e genfeurioù a zo 3:5 (pe 1:2) e-lec’h 2:3 evit hini an Izelvroioù (ar pezh na c'hoarvez ket bepred dre ma vez graet dre vras gant kenfeurioù heñvel pa vez lakaet bannieloù kichen-ha-kichen).
Dont a ra al livioù eus skoed ardamezioù ar vro.
Ar banniel ardamezek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al listri, koulz hag an aerlistri, hag ivez rannoù 'zo eus an arme, a ra gant ur banniel ardamezek, da lavaret eo ur banniel hag a adkemer tresadenn skoed ardamezioù Luksembourg. Graet e vez gant ar banniel-se evit disheñvelout gwelloc'h diouzh banniel an Izelvroioù. Lesanvet eo ar “Roude Léiw” (al Leon Ruz), hag implijet e vez alies ivez gant an dud, evel e degouezhioù ’zo evel Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn, bepred evit disheñvelout diouzh hini an Izelvroioù.
Ar banniel ardamezek a vez implijet kalzik ivez e Proviñs Luksembourg e Belgia, tra ma ne vez ket implijet ar banniel ofisiel a zo evel hini an Dugelezh-Veur gant ur skoed e-kreiz. Graet e vez ivez gant ar banniel-se el lodenn eus ar Frañs ma vez komzet luksembourgeg, e korn-bro Thionville.