Azen
- Evit implijoù all, gwelet Azen (disheñvelout).
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Perissodactyla | ||
Kerentiad : | Equidae | ||
Genad : | Equus | ||
Anv skiantel | |||
Equus asinus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Azen eo an anv a vez graet eus ul loen pevarzroadek ha bronnek kar d'ar c'hezeg. Azenez a vez graet eus ar barez.
Doñvaet eo bet an ezen gant Henegiptiz, met gouennoù ezen gouez zo en Afrika hag en Azia.
O neuz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar-benn an ezen e c'haller lavarout:
- int bihanoc'h eget ar c'hezeg ;
- eo hiroc'h o divskouarn ;
- eo troet o daoulagad war-zu pezh zo dirazo, pa n'eo ket gwir evit ar c'hezeg ;
- eo louet o blevenn dre vras, nemet o c'hof hag o min, ha tro-dro o daoulagad a zo gwenn.
Gouennoù zo a zo du o blevenn (azen Berry), pe gell (azen Poatev), pe gwenn (azen Egipt). War ar re louet e weler ur groaz du, anvet « kroaz sant Andrev ».
Livioù etre louet ha gell zo d'ar gouennoù gouez, gell-ruz zoken a-wechoù (kiang Tibet).
Gouennoù disheñvel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre o neuzioù disheñvel (penn, blev, gouzoug, pavioù) e reer ar c'hemm etre ar gouennoù:
- an azen boutin (Equus asinus) a gaver e pep bro.
- azen gouez Azia (Equus hemionus) a vev en kreiz Azia ;
- azen gouez Persia (Equus hemionus onager) a vev en Iran,
- ar ouenn Kiang en Himalaya ;
- azen gouez Afrika (Equus africanus) a vev e Reterafrika, en Somalia dreist-holl.
Diwar an ezen doñv ez eus deuet gouennoù gouez en Aostralia hag en Amerika .
Ur spesad albinos a zo ivez en enez Asinara er-maez da gornôg Sardinia.
En Gall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seizh gouenn zo anavezet gant Ministrerezh al Labour-Douar gall hag ar Marchosioù Broadel gall.
- azen Poatev,
- azen Berry
- azen Kotentin
- an azen norman
- azen Provañs
- azen ar Pireneoù
- azen ar Bourbonnais
Gouennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E galleg e vez graet baudet eus ne vern pe azen-gouennañ, ouzhpenn azen Poatev, anvet e galleg "baudet du Poitou" (fr:baudet du Poitou).
Etre 12 ha 13 miz e vez an azenez o tougen, ouzhpennik a-wechoù. Un tamm muioc'h evit ar gazeg eta (etre 10 ha 12 miz).
Talvoudegezh an ezen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pell amzer e voe implijet an ezen doñvaet evel ar c'hezeg, rak nebeutoc'h e kouste o magañ, hag e broioù zo e vez graet «kezeg ar re baour» anezho. Ouzhpenn-se e c'hall an azen krapat gant diribinoù, se zo kaoz e veze implijet er menezioù ha war zouaroù meinek.
Laezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al laezh azen (azenezed, kentoc'h) a zo damheñvel e berzhioù ouzh hini ar maouezed.
Kig
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Provañs e vez graet silzig sec'h gant kig azen.
Sotoni
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet eo bet an azen da sot dre ma n'eo ket ul loen ken sentus hag ar marc'h. Kavout a ra d'e zifennerien eo dousoc'h ha speredkoc'h avat, hag e fell dezhañ kompren a-raok sentiñ. War evezh e vez atav, ha setu perak eo diogeloc'h e gerzhed er menezioù.
Ezen brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An Azen Aour e romant latin Apuleus
- Azen ar gontadenn Kroc'hen Azen, gant Charles Perrault
- Azen Buridan
- Aliboron, anv an azen e meur a fablenn gant Jean de La Fontaine
- Boronali, anv savet diwar Aliboron, anv arzour an azen Lolo, a livas un daolenn gant e lost, hag a c'hounezas ur priz en ur saloñs e Pariz er bloavezhioù 1900
- Cadichon, azen ar romant gallek Mémoires d'un âne gant kontez Ségur
- Modestine, azenez Stevenson
- Platero, el levr "Platero y yo", gant Juan Ramón Jiménez, priz Nobel al Lennegezh
- an azen Trotig, e levrioù ha fiñvdresadennoù evit bugale
- an azen Balthazar, er film gallek Au hasard Balthazar gant Bresson
- an azen Culotte, er romant gallek L'Ane Culotte, gant Henri Bosco.
Troiennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Azen gornek! kunujenn
- Taol troad an azen. Diwar un droienn c'hallek deuet eus unan eus Fablennoù Jean de La Fontaine, Ar Leon aet da vout kozh, savet diwar ur fablenn gant Phaedrus. Arouez an dreitouriezh.
Lavaredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bezañ evel azen Lizilour,
- Ha ne boanie na gant taolioù bazh na dre gomzoù flour.
Krennlavaroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Azen dre natur ne oar ket lenn e skritur.
- An hini a lavar e oar pep tra A ziskouez eo an azenañ.
- Un azen bev zo gwelloc’h eget daou varc’h marv.
Hag ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Asinus asinum fricat a zo daou azen o'n em lipat. Jakez Riou, An Ti Satanazet. Frazenn meneget gantañ diwar ul levr-skol latin, hag ur bomm brezhonek da zegas ur glotenn.
- Moulpenn, lesanv an azen hervez Fablennoù Jean de La Fontaine, troet gant Yves Louis Marie Combeau ha Daniel Doujet (notennoù, pajenn 506).
Arz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
August Macke - Marc'heger war un azen (1914)
-
Isaac Israels - Ezeltje rijden op het strand - 1898-1900.
-
Eva Gonzalès, Pourmenadenn war un azen - 1880
-
Gwaz war un azen, gant Niko Pirosmani, war-dro 1900.
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Salomon Reinach, Azenazeulerezh, Cultes, Mythes et Religions, Tome I, Éditions Ernest Leroux, Paris, 1905, p. 342-346.
- (fr) Eloge de l'Asne, gant dom Joseph Cajot embannet en 1769 e Londrez.
- (fr) Asinerie du Net, ezen ha muled .
- (fr) Bourricot and Co, Le monde des ânes sur le web : actualité, infos, sélection de sites et annuaire
- (fr) Elevage Cotent'âne, l'âne du Cotentin.
- (fr) Fédération nationale ânes et randonnées
- (fr) Fédération nationale des ânes miniatures et de petite taille
- (ca) FUIVES - Catalan donkey's worldwide center