Mont d’an endalc’had

Arouezioù LGBT

Eus Wikipedia
Gay Pride San Francisco, 2018

Setu amañ da heul ur roll eus an aroueziañ muiañ-implijet evit ober dave d'an dud LGBT (Lesbianel, Gae, Divrevel ha Treuzrevel) gante o-unan.

Tric'hornioù du ha roz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Paotred
Paotred
Merc'hed
Merc'hed

Dont a ra an daou arouez-se eus ar merkoù e veze rediet da gwiskañ kement ar baotred heñvelrevel (Tric'horn roz) hag ar maouezed "enep-sokial", en o zouez al lesbianed (Tric'horn du), er c'hampoù-bac'h.

IGRC
IGRC

E 1970 e oa bet dibabet al lizherenn c'hresianek lambda evel ur c'hampagn bet lañset gant Krevredad an Emsaverion C'hae (Gay Activists Alliance) o stourm evit frankiz ar re c'hae. Pevar bloaz war-lerc'h e oa bet dibabet en-dro evel arouez ar C'hendalc'h Etrebroadel evit Gwirioù ar re C'hae (International Gay Rights Congress / IGRC) dalc'het e Din-Edin (Bro-Skos). Peurliesañ e vez livet al lizherenn gant al liv roz pe limestra.

Banniel kanevedenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gay Pride
Gay Pride

Gant Gilbert Baker e oa bet krouet ar banniel kanevedenn a-ratozh e 1978 evit Dibunadeg Frankiz Gae San Francisco.

Kelc'hioù ar frankiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e oa bet kelc'hioù ar frankiz gant David Spada. Graet int gant aluminiom ha gwisket evel troioù-gouzoug, gwalennoù, troioù-brec'h hag all.

Ar vouc'hal daoubennek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lesbianelezh
Lesbianelezh

Hervez ar vitologiezh c'hresian e veze liammet ar vouc'hal daoubennek ouzh an doueez Demeter (pe Artemis hervez ar vitologiezh roman). Sañset e veze graet lidoù gant darempredoù reizhel etre maouezed evit kanañ meuleudi an doueez-se. Hervez ar mojennoù e veze implijet ivez gant kadourezed Scythian hag a rene warne div rouanez war un dro. Arouez al lesbianelezh emren an hini eo.

Arouezioù an divrevelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Banniel an divrevelezh
Banniel an divrevelezh

Krouet e oa bet banniel an divrevelezh gant Michael Page e 1998 diwar skouer banniel an heñvelrevelezh.

Arouezioù an dreuzrevelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Banniel an dreuzrevelezh
Banniel an dreuzrevelezh

Krouet e oa bet banniel an dreuzreviadezh gant Monica Helms evit un dibunadeg lorc'h gae er Stadoù-Unanet e 2000.

Banniel ar BDSM

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Banniel ar BDSM
Banniel ar BDSM

Krouet e oa bet e er bloavezhioù 1980 gant Tony DeBlase ur banniel ispisial anvet Leather pride flag ("Banniel al Lorc'h Lêr") e saozneg evit an heñvelrevourion/ezed hag an arallrevourion/ezed hag a blij dezhe ar BDSM ((Hualelezh-sentelezh, Mestronelezh-sujelezh, Sadelezh-mazoc'helezh, diverradur diwar ar saozneg: Bondage-Discipline, Domination-Submission ha Sadism-Masochism).

Arouezoù nebeutoc'h implijet all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
IFGE
IFGE
Treuzrevelezh
Treuzrevelezh
Treuzrevelezh
Treuzrevelezh
Divrevelezh
Divrevelezh
Hollrevelezh
Hollrevelezh

Ouzhpenn an arouezioù brudet-se e vez implijet meur a arouez all alies pe aliesoc'h, da skouer :

  • arouez an Aozadur Etrebroadel evit an Deskoni Revel (International Foundation for Gender Education /IFGE) evel arouez an dreuzrevelezh pe c'hoazh ur valafenn pe ur yin ha yang livet e roz ha glas sklaer ;
  • e Henroma hag ivez er Breizh-Veur en XIXvet kantved e veze implijet al liv gwer evit ober dave d'an heñvelrevelezh ;
  • abaoe ar 1añ kantved eo bet implijet ar bleiz-broc'h, ar c'had hag ar gaerell evel arouezioù an heñvelrevourion ;
  • talvezout a rae ivez ar feniks da arouez an heñvelrevourion dre ma tiskwele penaos e "adc'hane" ar c'halc'h bewech ma veze entanet.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.