Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Arouezioù LGBT

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Penaos treiñ e brezhoneg? BDSM (Bondage-Discipline, Domination-Submission ha Sadism-Masochism) Neal 27 Meu 2006 da 14:38 (UTC)[respont]

  • Me a rafe gant:

Sadism: sadizm
Masochism: mazoc'hizm (ha n'eo ket mazokizm rak savet eo bet ar ger-mañ war batrom anv familh ar skrivagner Leopold Sacher-Masoch hag a vez distaget ['ma:zox] ha n'eo ket ['mazok])
Bondage: hualerezh (<hualañ)
--J. Pokorny 27 Meu 2006 da 15:51 (UTC)[respont]

    • trugarez. ha perak ket:
B-D: hualedezh-diskibledezh
D-S: domedezh-sujedezh
S-M: sadedezh-mazoc'hedezh (gender identity/sexual practice) gwelloc'h evit (saderezh-mazoc'herezh (abstract noun))

Neal 27 Meu 2006 da 16:03 (UTC)[respont]

        • E-barzh Geriadur ar bredelfennerezh gant Guy Etienne e kaver ur bern gerioù war an danvez-se : mestroniadur (domination), sujidigezh (soumission), sadegezh (sadisme), mazoc'hegezh, sadomazoc'hegezh.

Koulz e vefe marteze derc'hel gant "bondaj" hag ober gant "dreserezh" evit "discpline" evel-se e vo miret al lizherennoù BDSM. Iskomandant Marc'heg 27 Meu 2006 da 16:32 (UTC)[respont]

Diazezet madik eo an termenoù sadegezh ha mazoc'hegezh (e kement ha ma c'hall an traoù bezañ diazezet e brezhoneg war an dachenn-mañ). Kenkoulz eo ober ganto. Sadegezh ha sadek a gaver gant an Here. "Bondaj" zo blaz ar galleg gantañ un tamm. Me a vefe a-walc'h evit kavout un termen all. Hualerezh ne zisplij ket din. --Fulup 27 Meu 2006 da 18:19 (UTC)[respont]
          • gwir eo int diazezet mat, met stummet fall herevez an teorienn queer, rak evidon "dreserezh" a dalvezfe ar pratik hag amañ ez eus kaoz eus an identelezh revel.... met n'oûn ket. ret e vefe kemer un diviz etrezomp-ni holl ha war-lerc'h kemmañ pep tra mar befe ezhomm. ----Neal 27 Meu 2006 da 18:55 (UTC)[respont]


-iadezh eo al lostger am boa c'hoant implijout, ha setu perak:

sadegezh: perzh un ober, o tennañ da draoù sadique n'eo ket ar memestra evidon evit sadiadezh (identelezh revel..., o tennañ d'ar revelezh).

hualiegezh e vefe kentoc'h evidon-me ar pezh a denn d'ar sklaved d'ar skwer (ya, goût a ran, amañ ivez e vez kaoz eus sklaved, met bez' on o soñjal er sklavet en desped dezhe, da skwer they were taken into bondage, bondage was a common practice in colonial countries...). amañ evel-jst ec'h eo un dra disheñvel-mik 'omp o kaozeal diwar e benn.

Kinnigoù all:

B-D: hualiadezh-diskibliadezh
D-S: mestroniadezh-sujiadezh
S-M: sadiadezh-mazoc'hiadezh

ha doñviadezh a c'hellfer implijout eveit ober gant ur ger o kregiñ gant d? --Neal 27 Meu 2006 da 19:34 (UTC)[respont]

            • Kit da welet war ar wikioù all hag e welfet e vez graet gant bondage e kement yezh a zo tout! (ar re a ra gant lizherennegoù latinek da vihanañ). 'M eus aon eo deuet da vezañ an termen etrebroadel evel sad… mazo…. h.a. Ha talvezout a ra ar boan mont da ijinañ un dra bennak all? Evel ma vez kinniget un tammig a-us eo an dibenn aj un dibenn anavezet mat e brezhoneg, ha bondaj a zegouezhfe a-walc'h neuze. Rognogno 27 Meu 2006 da 19:50 (UTC)[respont]

hag er yezhoù all ez eus gerioù negativel evel luc'haj pe drogaj hag all? ha n'eo ket peowir e vez lâret parking e spagnoleg hag e galleg diwar ar saozneg ma rank ar brezhoneg ober heñvel, geo? a-hendall all graomp gant ar robinhoudeg hag implijomp biseksuel, homo, sadomazo, soumision, dominasion... c'hoant am eus labourat en un doare sirius war un dachen diaezet a-walc'h ha d'am sonñj e vije kaout tremenoù resis ha sklaer savet diear gwriziennoù brezhonek kement hag ober.--Neal 27 Meu 2006 da 19:58 (UTC)[respont]

hag ouzhpenn 'barzh ma spagnoleg du-mañ e vez graet gant parqueadero ! --Fulup 27 Meu 2006 da 22:09 (UTC)[respont]
ya, 'vel e galizeg aparcadoiro +--Neal 28 Meu 2006 da 07:27 (UTC)[respont]


lostgerioù c'hoazh: re c'heller ket ober gant -ouriezh ivez evel ma oa bet kinnget gant unan bennak (en ur gaozeadenn disheñvel diwar-benn ar memes tem) peogwir arallrevadezh/arallreverezh = "hétérosexualité" keit ha arallrevouriezh = "hétérosexism" (savet e vo pennadoù a glot gant pep termen-se da heul).--Neal 28 Meu 2006 da 07:33 (UTC)[respont]

Ar ger diskibl a implijit amañ n'en deus netra da welet e brezhoneg gant ar pezh a vennit lavaret. N'en deus e brezhoneg nemet ar ster "gouiziegezh", "kelennadurezh" (Diskibl d'ar C'hrist, Diskiblien Marx...) ha tamm ebet ar ster "sujidigezh", "sentidigezh", "reizhidigezh"... Rognogno 28 Meu 2006 da 15:16 (UTC)[respont]

re wir. hen goût mat a raen met fellout a rae din kaout ur ger o kregiñ gant d ha tost a-walc'h e ster - met, n'eus forzh penao ne vo ket tu d'ober gant gerioù all a glot o fennlizherenn gant ar re orin e saozneg. d'am soñj e rin kentoc'h gant sujiadezh (gwelet a-us hag ivez ar pennad Heñvelreizhouriezh (termenadurezh) evit goût perak ne ran ket gant al lostgerioù all). trugarez evit an harp hag ar c'hinnigoù. ----Neal 28 Meu 2006 da 19:12 (UTC)[respont]

kaoc'h! great em boa dija gant sujiadezh (="soumission"). ret e vo kemmañ hag ober gant sentiadezh (="discipline"). --Neal 28 Meu 2006 da 19:16 (UTC)[respont]