Yin ha yang

Eus Wikipedia
An taijitu gand ar yang e gwenn hag ar yin e du.

Ar yang (hengounel: 陽; simplaet: 阳 ; yáng) a zo ur penn-elfenn eus ar skiant sinaat, ha ne c'hallfe ket ar ger bout troet e brezhoneg.

Ar ger yang a gaver e Levr an Odloù (shijing, 詩經), savet da goulz ar re Zhou etre -500 ha -1000. Alies en e gaver gant ur ster liammet ouzh al lurc'h a dalvez kement ha "tu-heol". Ne oa ket d'ar pred-hont ken liammet strizh gant meizad ar yin ha ma'z eo hiziv hag e chome fetis ar ster dezhañ, o termeniñ un degouez naturel. Geriadur etimologel ar re Han (-121), a anver Shuowen Jie Zi, a gadarn ar meizad a "lurc'h kreñv".

Adaleg Zou Yan e voe staget ar ger yang ouzh hini ar yin pa grogas hennezh da rannañ dre enebiezh darvoudoù an natur hag an den. Diwar e labour e stager d'ar yang: lurc'h an heol, an deiz, an tommder, ar gourel... Ar grouidigezh, an oberiantiz hag an nerzh ivez a zo stag ouzh ar yang.

Yi Jing[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An taijitu o c'henel ar bed.

Er Yi Jing ar yang a zo anv graet d'ar varrenn leun, pa anver ying an hini torret.