Arouezioù LGBT
Setu amañ da heul ur roll eus an aroueziañ muiañ-implijet evit ober dave d'an dud LGBT (Lesbianel, Gae, Divrevel ha Treuzrevel) gante o-unan.
Tric'hornioù du ha roz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an daou arouez-se eus ar merkoù e veze rediet da gwiskañ kement ar baotred heñvelrevel (Tric'horn roz) hag ar maouezed "enep-sokial", en o zouez al lesbianed (Tric'horn du), er c'hampoù-bac'h.
- Gwelet Tric'horn (kampoù bac'h).
Lambda
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1970 e oa bet dibabet al lizherenn c'hresianek lambda evel ur c'hampagn bet lañset gant Krevredad an Emsaverion C'hae (Gay Activists Alliance) o stourm evit frankiz ar re c'hae. Pevar bloaz war-lerc'h e oa bet dibabet en-dro evel arouez ar C'hendalc'h Etrebroadel evit Gwirioù ar re C'hae (International Gay Rights Congress / IGRC) dalc'het e Din-Edin (Bro-Skos). Peurliesañ e vez livet al lizherenn gant al liv roz pe limestra.
Banniel kanevedenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Gilbert Baker e oa bet krouet ar banniel kanevedenn a-ratozh e 1978 evit Dibunadeg Frankiz Gae San Francisco.
- Gwelet Banniel kanevedenn.
Kelc'hioù ar frankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet kelc'hioù ar frankiz gant David Spada. Graet int gant aluminiom ha gwisket evel troioù-gouzoug, gwalennoù, troioù-brec'h hag all.
Ar vouc'hal daoubennek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar vitologiezh c'hresian e veze liammet ar vouc'hal daoubennek ouzh an doueez Demeter (pe Artemis hervez ar vitologiezh roman). Sañset e veze graet lidoù gant darempredoù reizhel etre maouezed evit kanañ meuleudi an doueez-se. Hervez ar mojennoù e veze implijet ivez gant kadourezed Scythian hag a rene warne div rouanez war un dro. Arouez al lesbianelezh emren an hini eo.
Arouezioù an divrevelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet banniel an divrevelezh gant Michael Page e 1998 diwar skouer banniel an heñvelrevelezh.
- Gwelet Banniel an divrevelezh.
Arouezioù an dreuzrevelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet banniel an dreuzreviadezh gant Monica Helms evit un dibunadeg lorc'h gae er Stadoù-Unanet e 2000.
- Gwelet Banniel an dreuzrevelezh.
Banniel ar BDSM
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet e er bloavezhioù 1980 gant Tony DeBlase ur banniel ispisial anvet Leather pride flag ("Banniel al Lorc'h Lêr") e saozneg evit an heñvelrevourion/ezed hag an arallrevourion/ezed hag a blij dezhe ar BDSM ((Hualelezh-sentelezh, Mestronelezh-sujelezh, Sadelezh-mazoc'helezh, diverradur diwar ar saozneg: Bondage-Discipline, Domination-Submission ha Sadism-Masochism).
- Gwelet Banniel ar BDSM.
Arouezoù nebeutoc'h implijet all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn an arouezioù brudet-se e vez implijet meur a arouez all alies pe aliesoc'h, da skouer :
- arouez an Aozadur Etrebroadel evit an Deskoni Revel (International Foundation for Gender Education /IFGE) evel arouez an dreuzrevelezh pe c'hoazh ur valafenn pe ur yin ha yang livet e roz ha glas sklaer ;
- e Henroma hag ivez er Breizh-Veur en XIXvet kantved e veze implijet al liv gwer evit ober dave d'an heñvelrevelezh ;
- abaoe ar 1añ kantved eo bet implijet ar bleiz-broc'h, ar c'had hag ar gaerell evel arouezioù an heñvelrevourion ;
- talvezout a rae ivez ar feniks da arouez an heñvelrevourion dre ma tiskwele penaos e "adc'hane" ar c'halc'h bewech ma veze entanet.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Banniel an divrevelezh
- Banniel an arallrevelezh
- Banniel an heñvelrevelezh
- Banniel an dreuzrevelezh
- Banniel an hollrevelezh
- Tric'hornioù roz ha du
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |