Arigrap Roma (1527)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Arigrap Roma, e 1527. Engravadur gant Maarten van Heemskerck.

Arigrap Roma e 1527 a voe graet gant soudarded eus armeoù spagnol hag italian, hag ivez goaferien alaman eus arme Karl V, dindan urzhioù ar c'honestabl Charlez III Bourbon. Ur pennad eus Seizhvet brezel Italia eo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karl V, poltredet gant Christoph Amberger, 1532).

E-pad brezelioù Italia er XVIvet kantved e oa bec'h en Europa entre an Habsbourged hag an Tiegezh Valois gall, entre Karl V, anezhañ impalaer an Impalaeriezh Santel ha roue Spagn war un dro, ha Frañsez Iañ Bro-C'hall, roue Bro-C'hall ; ha brezel bras etrezo etre 1526 ha 1529.


Da veure ar 6 a viz Mae 1527, evel respont d'an emglev etre ar pab Klemez VII hag ar roue gall enep dezhañ, e c'hourc'hemennas Charlez Bourbon d'e arme kemer kêr Roma, hep kanolioù na seziz. Lazhet e voe Bourbon e-kerzh an arsailhadeg met kemeret e voe Roma a-benn un nebeud eurvezhioù.

Meur a zevezh e padas arigrap Roma. Preizhet e voe e pep lec'h, en ilizoù, e ti tud eus kostezenn an impalaer zoken. Goude teir sizhunvezh seziz e voe kemeret kastell Santangelo, ma oa repuet pab ha kardinaled. Ret e voe d'ar pab paeañ 70 000 dugad aour evit bezañ dieubet. Bras e voe brud preizhadeg Roma er bed kristen, un arouez eus youl Doue da galz a dud. Ne voe kuitaet Roma gant an arme impalaerel nemet e C'hwevrer 1528, pan eas da Naplez. E-pad ar breizhadeg e oa aet an armeoù gall da aloubiñ Rouantelezh Naplez ha da lakaat seziz dirak kêr Naplez en miz Ebrel 1528.