Pier Luigi Farnese
Pier Luigi Farnese (Roma, 1503 – Piacenza, 1547) a oa ur priñs italian, mab d'ur pab ha condottiero kriz, kentañ dug Castro ha kentañ dug Parma, muntret en un irienn.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa d'ar c'hardinal Alessandro Farnese, eus an tiegezh Farnese, a voe anvet da bab hag a renas evel Paol III, ha da Silvia Ruffini, un itron eus Roma. Ur c'hoar ha daou vreur en doe, Costanza, Paolo ha Ranuccio.
E Piacenza e veze graet « bastard ar pab » anezhañ gant e enebourien.
Skoliet e voe gant Baldassarre Malosso de Casalmaggiore, lesanvet Tranquillus, lenneg brudet. Difur e oa ar skoliadig, diaes d'ar mestr dont a-benn anezhañ. Troet e oa gant an emgannoù hag ar c'hreñvlec'hioù. Klasket e voe un dimeziñ mat dezhañ gant e dad kardinal, hag eurediñ a reas da Gerolama Orsini, merc'h da Ludovico, kont Pitigliano, e 1519, e Valentano. Pried devot ha feal e voe Gerolama, ha kustumiñ a reas ouzh oberoù kriz ha diroll he gwaz.
Ar soudard
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da Gerolama Orsini, merc'h da Luigi Orsini, ha pevar bugel o doe:
- Alessandro, anavezet evel Alessandro Farnese il giovane (1520-1589), a oa eskob Parma ha kardinal;
- Vittoria, a zimezas gant Guidobaldo II, dug Urbino;
- Ottavio, a voe dug Parma (1521-1586) war-lerc'h e dad;
- Ranuccio (1530-1565), kardinal;
Ur bastard en doa ivez:
- Orazio, dug Castro, dimezet gant Diane de France, Dugez Angoulême, bastardez da Herri II, Roue Bro-C'hall.
Brudet e oa ivez e zoug d'ar baotred, ha penaos en devoa gwallet un eskob yaouank.