Mont d’an endalc’had

Ambrose Victor Martin

Eus Wikipedia
Ambrose Victor Martin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
LealdedIrish Republican Army Kemmañ
Anv-bihanAmbrose Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Ebr 1900 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBuenos Aires Kemmañ
Deiziad ar marv6 Gou 1974 Kemmañ

Ambrose Victor Martin (lesanvet "Ambrosio" e spagnoleg pe "Ambrosi" e katalaneg) a oa un Iwerzhonad ganet en Arc'hantina. Brudet eo evit bezañ stourmet gant ar republikaned iwerzhonat, koulz en Arc'hantina, en Iwerzhon hag e Spagn.

Ganet eo d'ar 5 a viz Ebrel 1900 e Buenos Aires, en Arc'hantina. A orin iwerzhonat e oa e familh, deus Conty Westmeath. Er gêriadennig Suipacha eo kresket, ma veve eno enbroidi deuet deus Iwerzhon. Enbroidi euskarat-arc'hantinat a veve e Suipacha ivez, a zarempredas kalzik.

Kaset e voe er bloaz 1914 d'ar skolaj St. Finian's College e Mulingar, en Iwerzhon, ma tremenas darn eus e vugaleaj. Desachet e voe Ambrose Martin e 1916 gant darvoudoù Emsavadeg Pask, hag ec’h emezelas er Sinn Féin. Daremprediñ a rae tudennoù evel Laurence Ginnell, Éamon Bulfin, ha Margaret Mary Pearse. Harzet e voe gant ar polis saoz e 1919 ha kaset en-dro da Arc'hantina.

Da-vat e labouras en Arc'hantina gant kumuniezh an emsaverien iwerzhonat republikan evit dastum arc’hant, a servijfe evit harpañ ar stourm en Iwerzhon. Perzh en dije tapet evit sevel bagadoù IRA en Arc'hantina.

Distreiñ a reas Martin da Iwerzhon e 1922, goude ma voe embannet ar feur-emglev saoz-iwerzhonat a lakaas un termen d’ar brezel Dizalc'hidigezh. War an hent en doa graet un arsav e bro Euskadi. Kentelioù war istor Iwerzhon a roas d’ar vroadelourien euskarat yaouank. Sebezet ha bamet e voe an Euskariz gantañ : "morse n’hon noa bet gwelet hon yaouankizoù ken bamet"(Daveoù a vank). Prezegennoù en doa roet ivez d’ar broadelourezed euskarat : Emakume Abertzale Batza. Stagañ a reas liammoù tost gant Eli Gallastegi, eus ar skourr dizalc’hour Aberri.

En Iwerzhon e oa e 1922, justik a-raok ma tarzhfe Brezel Sivil Iwerzhon. Kontet en dije Martin ben doa stourmet gant an IRA , a-enep d’an Irish Free State. Diwezhatoc’h o doa kavet servijoù-kuzh Iwerzhon e oa faos, en gwirionez e oa o verañ un ispisiri e Kilbeggan, a-hed ar brezel.

Kuitaat a reas Iwerzhon e 1924, ha mont da vro Euskadi. Harzet e oa bet e miz Du 1924 gant polis Spagn. Heskinet feuls e veze an emsaverien euskarat gant diktatouriezh Miguel Primo de Rivera (1923-1930) ; diwar-se e tibabjont eñ hag e geneiled euskarat tec’hout da vro C’hall.

E Pariz en em stalias Martin, ma kejas gant ur rouedad broadelourien gatalanat, en o zouez Francesc Macià. E darempred eo bet ivez gant Leopold Kerney, danvez diplomat da zont evit Iwerzhon e Frañs. Dre ma oa an emsav katalan o prientiñ bagadoù stourmerien evit kas argadoù da Gatalonia, ec’h harpas anezho gant taktikoù an IRA hag ar propaganda. Perzh a gemeras ivez gant Leopold Kerney evit goulenn harp digant ur rouedad soudarded bet an IRA ha degas restachoù dafar brezel, da Euskadi. Un dudenn pont eo bet Martin etre an emsaverien iwerzhonat, katalanat, hag euskarat. Tremenet e vije dezhañ ar c’hoant da stourm e 1925, pe 1926, hag e stagas da labourat en ur familh aristokratel e Pariz. Dispennet e oa bet ar raktres emsavadeg katalan gant ar polis gall.

Distro da Arc’hantina e 1927

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-benn neuze e tigoras e Suipacha un afer anvet "Basque-Irish Café" a  vode an divroidi euskarat hag iwerzhonat.

Trec’h d’an dilennadegoù e voe De Valera e 1932.  Goude hogos 8 bloavezh en harlu e tistroas Martin da Iwerzhon. Gant un tremenig adarre dre Euskadi, hag ober prezegennoù politikel, o doa graet berzh c’hoazh. Un embregerezh a ziazezas e Dulenn, evit ober eskemmoù ekonomikel etre Iwerzhon ha bro Spagn. E gevelerien euskarat o doa diazezet un afer enporzhiañ-ezporzhiañ e Bilbao anveet Euzkerin, ha ganto e voe aozet kalzig a eskemmoù etre Euskadi hag Iwerzhon.

Gant tarzhadenn brezel diabarzh Spagn e 1936, e stagas Martin adarre gant ar politikerezh. Perzh a gemeras  en dael Republikan e Spagn e 1937. Gant an TD Patrick Belton deus an tu dehou e oa bet lâret e oa ur c’homunour anezhañ abalamour dezhañ da vezañ kamalad ha tuet gant gouarnamant republikan bro Spagn. Un enep Frankoad e oa eta. Un difenner touet eo bet d'ar vroadelourien euskarat e-kerzh ar brezel, ha skignañ a rae kemennadennoù evit harpañ gouarnamant Euskadi er c’hazetennoù iwerzhonat. Goude ma ma oa bet diskaret takadoù ar republikaned euskarat gant armeoù Francisco Franco, e tivroas Eli Gallastegi gant e diegezh da Iwerzhon, a-drugarez da skoazell Martin.

Skoet ha dibradet e oa bet Martin gant ur c’harr, hag eñ da vont da chom en ur c’hastell e Breizh e 1938. Eno e chomas e-doug meur a vloaz, e-ser kenderc’hel gant e labour eskemmoù ekonomikel etre Iwerzhon ha Spagn, o labourat hiviziken gant ur Spagn emdroet da Frankoour. Bod en deus roet en e gastell d’e vignoned euskarat o tec’hout diouzh Spagn abalamour d’an Eil Brezel Bed. Distreiñ a reas Martin da Zulenn goude ar brezel ha bevañ ur vuhez sioulik a-walc’h betek kaout ul lamm kalon e 1974.