Algernon Charles Swinburne

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Algernon Charles Swinburne

Algernon Charles Swinburne (Londrez, 1837-1909 Londrez ) a oa ur barzh ha romantour saoz. Skrivañ a reas barzhonegoù diwar-benn tud eus an Henamzer: Sappho ("Sapphics"), Anactoria ("Anactoria"), Jezuz ("Hymn to Proserpine": Galilaee, La. "Galilean") ha Catullus ("To Catullus"), ha reuz bras a voe diwar o fenn dre ma rae dave d'al lesbianiezh, d'an emlazh, d'an dizoueegezh. Goapaet e veze gant Oscar Wilde a damalle dezhañ komz eus an droug hep e ober.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Swinburne en ti niverenn 7, e Chester Street, Grosvenor Place, e Londrez, d'ar 5 a viz Ebrel 1837. Mab e oa d'ar c'habiten saoz Charles Henry Swinburne (1797–1877), un den a ouenn uhel hag a deuas da vout amiral, ha da Lady Jane Henrietta, merc'h da 3de kont Ashburnham, un den a ouenn uhel pinvidik eus Northumbria. Mab henañ un tiad a c'hwec'h bugel e oa.

Tremen a reas e vugaleaj en East Dene, en Bonchurch, en Enez Wight. Tad e dad a oa ganet ha maget e Bro-C'hall, ha gwisket e veze evel un aristokrat gall eus ar renad kozh. Gant hennezh, ha gant e vamm, e teskas Algernon galleg hag italianeg. Savet e voe er relijion anglikan. Mentet bihan e oa Swinburne, un tamm fallegan anezhañ, nemet kreñv a-walc'h e oa, neuñvier mat, dispont, hag an den kentañ da grapat gant Culver Cliff en Enez Wight.

Pa oa krennard e oa tomm-bras ouzh e geniterv Mary Gordon, ha pa zimezas an dimezell e voe glac'haret spontus. Tremen a rae an hañvezh e Capheaton Hall en Northumberland, e ti e dad-kozh, Sir John Swinburne, 6vet baronet (1762–1860), en devoa ul levraoueg brudet, hag a oa prezidant al Literary and Philosophical Society e Newcastle upon Tyne. Swinburne a wele Northumberland evel e vro c'henidik, evel a lenner en e varzhonegoù "Northumberland", "Grace Darling" ha meur a hini all.

E studioù a reas en Eton, hag er Balliol College en Oxford, ma en em gavas gant tud hag o doe levezon vras en e vuhez: al livourien Dante Gabriel Rossetti, William Morris hag Edward Burne-Jones a oa, en 1857, o livañ murlivadurioù awenet gant Mojenn Arzhur war mogerioù an Oxford Union, ha Benjamin Jowett, rener Balliol College, a anavezas e zonezonoù barzhel, hag a viras ouzh ar skol da reiñ e sac'h dezhañ pa ganas meuleudi da Felice Orsini, brogarour italian a glaskas lazhañ Napoleon III en 1858.

En 1860, deuet e-maez skol-veur Oxford, ha goude marv e dad-kozh, ez eas da chom gant William Bell Scott da Newcastle. War-dro ar mare-se e vignonas gant Rossetti. En 1861 e weladennas Menton hag e chomas ur pennad er Villa Laurenti da zistagañ diouzh ar boeson. Alese ez eas da Italia da chom.


Pa varvas an itron Rossetti en 1862, ez eas da chom gant al livour Rossetti en Tudor House, 16 Cheyne Walk, Chelsea. E Kerzu 1862, ez eas Swinburne gant Scott hag e gouviidi, ha Dante Gabriel Rossetti en o zouez, betek Tynemouth. Scott a skrivas en e eñvorennoù e kerzhent a-hed an aod hag e tibunas Swinburne e varzhonegoù "Hymn to Proserpine" ha "Laus Veneris" tra ma ruilhe ar gwag ... en ur drouzal evel ur youc'hadeg a veleudi.

E 1865, goude ma n'en doa graet nemet reiñ barzhonegoù da gelaouennoù, e voe degemeret mat e levr Atalanta in Calydon (1865). Bloaz goude avat e voe burutellet garv « Laus Veneris » a veze kavet kontrol d'ar vuhezegezh vat. En 1867 en em gavas Swinburne gant Giuseppe Mazzini, harluet e bro-Saoz, hag a awenas e Songs before Sunrise (1867).

Douget e oa d'ar sadegezh ha d'ar vasoc'hegezh, d'ar skourjezañ abaoe ar bloavezhioù-skol en Eton, ha gwashaet e voe e zoug pa zarempredas Richard Monckton Milnes, a roas dezhañ da lenn oberennoù Sade hag an ergerzher Richard Francis Burton. On ditkontet e veze e klaskas Rossetti e dreiñ da garout ar merc'hed hag e kasas dezhañ ar marc'hegerez-sirk stadunanat Adah Menken, met dilezel a reas ar gefridi roet dezhi : « N'on ket evit ober dezhañ kompren ne dalv ket ar boan dantañ. » En 1868 e feurmas Swinburne un ti gant ur mignon en Étretat en Normandi. Un deiz edo o veuziñ er mor pa voe saveteet gant ur c'hrennard anvet Guy de Maupassant.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Algernon Charles Swinburne, poltredet gant William Bell Scott.

C'hoariva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • The Queen Mother (1860)
  • Rosamond (1860)
  • Chastelard (1865)
  • Bothwell (1874)
  • Mary Stuart (1881)
  • Marino Faliero (1885)
  • Locrine (1887)
  • The Sisters (1892)
  • Rosamund, Queen of the Lombards (1899)

Barzhonegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skridvarnerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • William Blake: A Critical Essay (1868, adembannet e 1906)
  • Under the Microscope (1872)
  • George Chapman: A Critical Essay (1875)
  • Essays and Studies (1875)
  • A Note on Charlotte Brontë (1877)
  • A Study of Shakespeare (1880)
  • A Study of Victor Hugo (1886)
  • A Study of Ben Johnson (1889)
  • Studies in Prose and Poetry (1894)
  • The Age of Shakespeare (1908)
  • Shakespeare (1909)