Alfred Francis Russell
Neuz
Alfred Francis Russell (25 a viz Eost 1817 - 4 a viz Ebrel 1884) a oa ur politikour, bet prezidant Liberia.
Ganet e oa bet sklav e Lexington (Kentucky, Stadoù-Unanet). Goude bezañ bet digabestret ec'h eas kuit, asambles gant e vamm, da Liberia e 1833. Mont a reas da brezidant Liberia d'an 20 a viz Genver 1883, goude ma voe dilezet e garg gant Anthony W. Gardiner abalamour da gudennoù yec'hed. E-pad e brezidantelezh e voe aloubet an tiriad er c'hornôg d'ar stêr Mano gant ar Saozon ha staget anezhañ da Sierra Leone. Rebechet e voe ouzh Russell ha Gardiner bezañ kollet tiriadoù d'ar Saozon ha moarvat eo abalamour da se ne voe ket addilennet Russel e 1884.