Adrienne Bolland

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
BSicon AIRCLUB.svg
Adrienne Bolland
Adrienne Bolland.jpg
D'ar 17 a viz Gwengolo 1921
Ganedigezh 25 Du 1895
Arcueil
Marv 18 Meurzh 1975
Pariz
Broadelezh Flag of France.svg Gall

Micher Levierez
Breved Niv. 751, 26/01/1920

Adrienne Armande Pauline Bolland (Arcueil, 25 a viz Du 1895Pariz, 18 a viz Meurzh 1975) a oa un nijerez c'hall. Ar vaouez kentañ e voe o nijal dreist an Andoù etre Arc'hantina ha Chile e 1921.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Henri Boland, ur c'hazetenner Belgiat [1] hag en devoa kuitaet e vro da heul un afer bolitikel hag arc'hantel [2] ha d'e wreg Marie Josépine Pasques, a-orin belgiat eveltañ. En Arcueil en em stalias H. Boland hag e diegezh a seizh bugel, Adrienne o vezañ an hini diwezhañ ; skrivagner levrioù touristañ evit an Touring-club de France hag an ti-embann Hachette e oa an tad pa varvas trumm d'an 19 a viz Here 1909 [3]
Pa voe en oad e renas Adrienne ur vuhez diroll, o kas anezhi hag o lakaat klaoustre er redadegoù kezeg. E 1919 e kollas e holl arc'hant goude bezañ fiziet en ur gazeg fall ha da noz, p'edo en un davarn, e tisklêrias e felle dezhi bezañ ul levierez, kement-se evit sikour gant he mamm hag a oa o vont war baouraat a-c'houde marv he fried ; un den dianav a gemennas dezhi e oa an ti Caudron war-nes digeriñ ur skol-leviañ e Le Crotoy (Somme). Diouzhtu e kemeras penn an hent. [4]

Levierez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Le Crotoy e voe degemeret Adrienne Boland e skol al levier ha farder nijerezioù René Caudron (1884-1959), ma voe ouzhpennet un /l/ d'he anv dre fazi bizskrivañ, a viras a-hed ar peurrest eus he buhez. Daou viz war-lerc'h e tapas he breved ; an trizekvet maouez brevedet er bed e voe, Raymonde de Laroche o vezañ bet an hini gentañ e 1910.
Daoust d'he zemz-spered – ur spered dies a blac'h eo bet a-viskoazh, meur a wec'h e voe lezet peg ouzh an douar abalamour da gannañ kamaladed skol – e voe gopret gant Caudron evel levierez-amprouiñ adalek ar 1añ a viz C'hwevrer 1920. [5]. Evel ar re all e krogas gant ar vicher a levierez : kas nijerezioù d'ar brenerien. Buan avat e roas da c'houzout e oa mennet da gaout he nijerez dezhi, ha sevenet e voe he het goude m'he devoa graet ul looping.

E miz Eost 1920 e fellas da René Caudron ma vije enoret al levierez stadunanat Harriet Quimby (18751912) a voe ar vaouez kentañ o vont a Londrez da Galais dreist Mor Breizh. Urzh a roas da Adrienne Bolland nijal enep, a Vro-C'hall da Vro-Saoz. Fiziet enni un nijerez hag arc'hant evit he mizoù e Bro-Saoz e oa darev Adrienne da zibradañ war-du Calais pa voe kemennet dezhi e oa bodet he mignoned levierien e Brusel... ha hi ha nijal betek Belgia ha kas anezhi eno a-hed an nozvezh gant arc'hant Caudron. Antronoz e lennas er gazetenn e kreded e oa bet kollet er mor, ha bigi kaset war he lerc'h. « Mar boan beuzet en noz-se, » emezi, « ne oa ket en dour, a-dra-sur... ».
D'ar 25 a viz Eost 1920 avat e voe Adrienne Bolland ar vaouez kentañ o vont eus Bro-C'hall da Vro-Saoz dreist Mor Breizh [6], ar pezh a zegasas dezhi pardon he fatrom ha brud dre ar c'hazetennoù.

An Andoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hanter evit ledanaat e varc'had, hanter evit bezañ disammet un tamm diouzh e levierez vervek, René Caudron he c'hasas da Arc'hantina evit diskouez e ardivinkoù war nij. A-du e voe Adrienne, pa oa o klask brud.

Adrienne Bolland en Arc'hantina
El Gráfico, 19/03/1921

Pan erruas Adrienne Bolland e Buenos Aires e miz Genver 1921 gant he mekanikour René Duperrier, div nijerez Caudron G.3 e kasedoù ha nebeutoc'h eget 40 eurvezh nij en he chakod e komprenas pegen bras e oa bet ar bruderezh a-berzh Caudron er vro, pa embannas ar c'hazetennoù ne vije ket gouest ar C'hallez da nijal dreist an Andoù. Asantiñ d'an dae a reas al levierez ha mantret e voe Duperrier, pa ouie ne oa ket gouest ar G.3 da nijal uheloc'h eget 4 200 m, da lavarout eo uhelder keitat an aradennad ; da 6 570 m e sav ar menez-tan Tupungato etre Mendoza en Arc'hantina ha Santiago e Chile. Goulennet e voe ma vije kaset un nijerez c'halloudusoc'h, ar pezh a voe nac'het gant Caudron ; pennek an tamm anezhi e c'hortozas Adrienne Bolland ma vije bastet d'he ezhommoù.
Pa dremene ar sizhunvezhioù e skuishaas al levierez en he leti e Buenos Aires hag e tivizas nijal gant ar G.3 betek Santiago daoust d'ar gouzavadennoù niverus. E kreiz miz Meurzh ez eas dre dren da Vendoza gant he mekanikour hag unan eus an div nijerez ; d'an 20 a viz Meurzh e nijas div wech dirak kêriz.
En noz a-raok ar veaj da Chile e teuas ul labourerez yaouank a orin gall ha n'he devoa biskoazh gwelet un nijerez da welout Adrienne evit deskrivañ un tremen dre an arridennad : « Pa viot el laez du-hont e welot ul lenn stummet evel un istrenn. Ret e vo deoc'h treiñ war an tu kleiz, war-du tor ar menez. Kollet e viot mar troit war an tu dehoù. ».
D'ar 1añ a viz Ebrel 1921 da 6 eur beure e tibradas ar G.3 e Mendoza – hep nadoz-vor, uhelventer na kartenn ebet – war-du Santiago dre Ode Uspallata (3 832 m) ha troad ar menez Aconcagua (6 960,80 m). Koll he hent a reas al levierez etre ar menezioù uhel, stourm a reas he nijerez ouzh an avelioù kreñv ha yen-sklas a vire outi a nijal buanoc'h eget 50 km/h ; da 4 200 m e nije re uhel, ha hep werenn-dal d'he gwareziñ e teuas gwad e fri ha genoù Adrienne, skornet e voe he bizied hag he zreid, trellet he daoulagad. Bepred e veze kaset ar G.3 d'an traoñ gant an avelioù, pa welas al levierez al lenn-istrenn [7] ; da neuze e troas war-du ar Su ha tor ar menez serzh evel ma oa bet lavaret dezhi ober : kaset e voe war-du al laez gant nerzh an avel ha douget betek kompezennoù Chile. Goude un nijadenn boanius a badas 4 eurvezh ha 17 munutenn e pradas e Skol Aerlu Santiago.
Tomm-berv e voe an degemer digant poblañs ha pennadurezhioù Santiago goude ken digredus ur gur ; ezvezant avat e oa konsul Bro-C'hall, pa grede dezhañ e oa ur pesk Ebrel eus an istor-se. [8]

Goude bezañ diskouezet perzhioù ar G.3 en Arc'hantina hag en Uruguay e tistroas ar skipailhig Caudron da Vro-C'hall, ma voe dianavet ar pezh a oa bet graet e Suamerika. Daou vloaz war-lerc'h e voe dic'hopret Adrienne Bolland gant René Caudron war goulenn e eil gwreg, a oa gwarizius.
E miz Meurzh 1924, tri bloaz goude an darvoudenn, e voe deroet al Légion d'honneur d'al levierez en enor d'he nijadenn a-dreuz an Andoù. [9] Daou viz goude, d'ar 27 a viz Mae en Orly (Val-de-Marne hiziv) ez eas ganti rekord an niver brasañ a loopings graet gant ul levierez : 212 en ur ober 73 munutenn gant un nijerez Caudron C-27 [10] ; e 1969 e oa ganti c'hoazh. [11]

Adal neuze e c'hounezas Adrienne Bolland he bara dre ziskouez an nijerezh e Bro-C'hall a-bezh d'an dud n'o devoa biskoazh gwelet ur c'harr-nij a-dost, ha dre werzhañ nijadennoù kentañ. Hervez he lavar e kemeras perzh en holl nijadegoù betek 1939. Meur da wech e voe darbet dezhi bezañ lazhet en ur gwallzarvoud abalamour ma oa bet tarvet he nijerez : gwarizi a-berzh levierien ? bengasoni ? abegoù all ? den ne oar.[11]

E 1930 e timezas gant an nijer Ernest Vinchon (1893-1966), a gemeras perzh en nijadegoù ganti betek an Eil Brezel-bed. Er Rezistañs e voe ar c'houblad a-hed ar brezel.

D'an 18 a viz Meurzh 1975, nav bloaz goude marv he fried, ez eas Adrienne Bolland da Anaon d'he zro. N'eus nemeti a-douez an « Eskell gall » ha n'eus bet savet monumant ebet dezhi e Bro-C'hall pe e lec'h all. Un timbr en he enor a voe embannet e Bro-C'hall e 2005. [12]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (en) BRANCHU, Marc (2012) : Rebel on highAir France. Kavet : 24 Mezheven 2019.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Généarc. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. (fr) POPIROT, Les chevaliers de la platine, Le Gaulois niv. 353, 05/07/1883 – Lenn en-linenn.
  3. (fr) Touring-club de France]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (fr) Lycée Adrienne Bolland. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (fr)Air Journal. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  6. (fr) Le Temps, 27/08/1920
  7. Laguna del Inca war ar gartenn.
  8. (fr) France-Aviation niv. 323, Gouere-Eost 1982. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  9. (fr) Le Matin, 22/03/1924. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  10. (fr) L'Aéronautique niv. 61, Even 1924]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  11. 11,0 ha11,1 (fr) BOLLAND, Adrienne : Souvenirs irrévérencieux, er gelaouenn Icare niv. 51 – Diskramzer-Goañv 1969. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  12. (fr) Wikitimbres. Kavet : 24 Mezheven 2019.