Admiral Graf Spee
Vessel class | Deutschland-class heavy cruiser |
---|---|
Anv ofisiel | Admiral Graf Spee |
Anv er yezh a orin | Admiral Graf Spee |
Perzhiad e | Emgann ar Rio de la Plata, Eil Brezel-bed |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Anvet diwar | Maximilian von Spee |
Daveennoù douaroniel | 34°58′18″S 56°18′4″W |
Darvoud-alc'hwez | keel laying, ship launching, ship commissioning, peñse |
Oberataer | Kriegsmarine |
Manufacturer | Kriegsmarinewerft Wilhelmshaven |
Lec'h produiñ | Kriegsmarinewerft Wilhelmshaven |
Armament | 28 cm SK C/28 gun, 15 cm SK C/28 gun, torpedo tube |
Powered by | diesel engine |
Aveadur | aircraft catapult, Seetakt radar |
Item operated | Heinkel He 60, Arado Ar 196 |
Country of registry | Trede Reich |
Yard number | 125 |
An Admiral Graf Spee zo ul lestr brezel klasad Deutschland "Panzerschiff" (hobregonet), lesanvet "pocket battleship" gant ar Saozon, a voe e servij ar Kriegsmarine hag an Alamagn nazi e-pad an Eil Brezel-bed. Div vag damheñvel eus ar memes klasad, an Deutschland hag an Admiral Scheer, a voe kemmet o urzhiad ha lakaet da dalvezout evel bigi hobregonet ponner er bloavezh 1940.
Anv ar vag a oa deuet diwar hini an Amiral Maximilian von Spee, penn skouadrenn reter Azia a stourmas en Coronel hag en enezeier Maloù. Lazhet e oa bet an amiral er stourm, e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Kroget e oa bet da sevel ar vag er chanter sevel bigi Reichsmarinewerft e Wilhelmshaven e miz Here 1932 hag echuet e oa bet e miz Genver 1936.
Raktreset e oa ar vag da vezañ 10 000 tonenn evit chom hep mont dreist difennoù Feur-emglev Versailhez a-fed bigi brezel. A-benn ar fin ur wech prest da vont er mor (leun gant tennoù...), ar vag a oa 16 020 tonenn enni. Kalz muioc'h evit ar pezh a oa aotreet ha bet rakwelet. Armet gant c'hwec'h kanol 28 cm gant div douribell tri c'hanol war pep hini, an Admiral Graf Spee hag ar bigi all eus ar c'hlasad Deutschland a oa bet savet evit gellout distrujañ ar bigi a c'hellfe adpakañ anezho. An tizh uhelañ ganto a oa 28 skoulm (52 km/eur ; 32 mph) ; nebeut-tre a vigi saoz pe gall a c'helle adpakañ anezho, ha nebeutoc'h c'hoazh a c'helle o distrujañ.
Ar vag he doa graet troioù spiañ (pemp anezho) e-pad Brezel Spagn etre 1936 ha 1938. Kemeret he doa perzh ivez en dibunadeg e-pad Kurunadenn George VI e Mae 1937. An Admiral Graf Spee a oa bet kaset e su ar meurvor Atlantel un nebeud sizhunioù a-raok penn-kentañ an Eil Brezel-bed. Kaset e oa bet di evit chaseal ar bigi kenwerzh pa grogfe ar brezel. Etre Gwengolo ha Kerzu 1939, ar vag he doa kaset 9 bag all d'ar strad, en holl 50 089 tonenn, a-raok en em gavout gant teir bag hobregonet saoz e-pad Emgann ar Rio de la Plata d'an 13 a viz Kerzu 1939.