Emgann ar Río de la Plata
Rann eus | American Theater |
---|---|
Anvet diwar | Río de la Plata |
Lec'hiadur | Meurvor Atlantel ar Su |
Daveennoù douaroniel | 32°0′0″S 47°0′0″W |
Deiziad | 13 Kzu 1939 |
Labezet | morreder ponner, morreder skañv |
Distrujet | Admiral Graf Spee |
Immediate cause of | trec'h |
Emgann ar Río de la Plata (alamaneg: Gefecht vor dem Río de la Plata) a oa bet stourmet e su ar Meurvor Atlantel d'an 13 a viz Kerzu 1939 hag a oa bet ar c'hentañ emgann war-vor eus an Eil Brezel-bed. Ar morreder brezel Admiral Graf Spee eus ar C'hriegsmarine alaman, renet gant ar c'habiten Hans Langsdorff, a oa bet o stourm a-enep ur skouadrenn bigi eus ar Royal Navy, renet gant ar C'hommodore Henry Harwood, savet gant ar morrederien skañv HMS Ajax, HMS Achilles (prestet gant Divizion Zeland-Nevez) hag ar morreder ponner HMS Exeter.
Ar Graf Spee a oa bet o tizhout su ar Meurvor Atlantel e miz Eost 1939, a-raok ma vije kroget ar brezel, kroget e oa da dagañ listri d'ar 26 a viz Gwengolo 1939 pa voe aotreet ent-ofisiel. Skouadrenn Harwood a oa unan eus ar strolladoù bet savet gant Amiraliezh Breizh-Veur evit kavout ha distrujañ ar Graf Spee. Ar skouadrenn a oa bet o welet al lestr er stêr Río de la Plata nepell diouzh arvor Arc'hantina hag Uruguay.
En emgann da heul, al lestr Exeter a oa bet labezet kreñv ha rediet da dec'hout kuit, da vont betek an Inizi Maloù. An Ajax hag Achilles a oa bet labezet met kalz disteroc'h e oa an distruj. An distrujoù war ar Graf Spee, ne oant ket reoù kreñv met grevus, tizhet e oa bet ar reizhiad trelosk. Ajax hag Achilles a oa bet oc'h heuliañ al lestr brezel alaman betek ma vefe tizhet porzh Montevideo, kêr-benn Uruguay neptu er brezel. Pal an Alamanted a oa da gentañ rapariñ ar pezh a c'helle bezañ graet buan. Langsdorff a oa bet displeget sklaer dezhañ ne c'hellje ket chom ouzhpenn 72 eurvezh. War e seblant e oa bet kredet gantañ e oa listri brezel ouzhpenn re Vro-Saoz o tont, hag hep gortoz en doa roet urzh da gas al lestr d'ar strad. Langsdorff a oa en em lazhet tri devezh war-lerc'h.